Hachich : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''hachich''' so ar péz vé gréet deus ar roussin [[kanab]]. Dond a ra ar gér-mañ deus an [[arabeg]] ''hâchich'' (péz a signifi ''yeot''). G’an dud vé implijet kals leshanoiou evid roi hano deusoutoñ :
 
*''hâch, chichoñ, choñ, tarbouif, teuteu, teuch, chit, teuchi, bedo, spiff, charrass, butun drol, baz-butun, chokolad'' ha péd ha péd all hoaz… .
 
==An istor berr-ha-berr==
[[Image:Plants de cannabis.jpg|thumb|plantennou kanab]]
 
An hachich a so on danvër ha n’é kéd naturel anehoñ, cheñchet é bét g’an dén ; tenned é deus ar hanab [[indian]] (cannabis sativa indica e [[latin]]). Abowe an amseriou koz-koz vé débret an hachich, on nëbeud grammou bép tôl ha var-dro deg gramm bemdé. Ban XIXved kantved vise poëted hag arzourien a-sort ga [[Arthur Rimbaud]] pe [[Paul Verlaine]] hag a blije dehe tranko hachich, med ar re-he a lake ouspenn da se an hachich mesk-ha-mesk g’an [[absint]], péz so deñjerussoh evid ar [[yec'hed|yehed]], anad dèh.
 
Bremañ ne vé kéd débret kals kin an hachich ba broiou ar hornoweg, réd é goûd na oa ked kement-se a d-[[THC]] a-rôg ha moien oa da zibri anehoñ héb mond da vhall, da-lâred-é zo bremañ dek kwéch muignoch a d-THC méd n’é ked ahe emà an dalh : N’ema ked an owr g’an dilerien war ar raden (d’ô soñj dreist-oll) ha gwell vé gate lakad mesk-ha-mesk trow a-bép-sort so toud g’an hachich, trow lous lïes gwéch : [[henné]], koh kañval, produ evid skôta listri, dour Javel, ha [[Kokaïn|kokaïn]] ral a véch evid lak’ an dud da brena en-dro d’ar memes diler. Toud an trow-mañ a lak anehoñ childrenk ha blas fall gantoñ, dreist-oll evid an hachich a vé gréet tcherno deus outoñ ([[berradur]] eus tchernobil mar’hat). An demz a zepant deus ar péz vé laked e-barz hag ive deus orin an hachich : spegus pe dru, solud pe séh. Hidi an dé vé butunet anehoñ kentoh mèm mod hag or [[sigaretenn]] (or vheuillenn pe zîw, pé muignoh hoaz) pé ga or [[Korn-butun|horn-butun]] (dre zour ive, e pri poaz, houarn, koad…)
 
==Pé-neuz vé fardet anehoñ==
Linenn 17:
 
Ablam ma vé fardet ha mesket ga trow lous e hell bé pistrius evid an dud. Evel zo bét lâred a-us vé laked trow lous a-bep-sort so toud ban hachich :
 
* Koaraj, tammou pneu, soavon, kaoutchou, dour-godron, parafin, dour-Javel, henné, glow koad, tamm butun, kafe, koh kañval, gwad anevaled…
 
Diwallit, arabad drougveskë an hachich g’ar [[skuff]]
 
==Pé-neuz vé stuiet==
Linenn 26 ⟶ 28:
 
Ar plakennigou a vé en-dro dehe on tamm sellofan evid lak’ anehoñ chérret klos, nag êr na dour barz. Laket é toud ba pakadennou all a-guz evid an drafikerien.
Ba broiou lèh a vé hervé ar lesenn sort d’an [[Isel-Vroiou]] e vé kâet koñversiou spessialîset evid gwèrzë hachich. Bé zo ive bombajou dressa-pneu dehe ur sichenn lem-laka a ro da ziskouéziskeugn kowt dow dal, fôss bokou [[Coca-Cola]] a vé fardet anehe ive evid ober ar memestra ha kals trow a-bép-sort so toud hoaz.
 
==Lesennèrez==
 
O vé m’é devéret an hachich deus ar hanab ema douz ar mèmes [[Lesennerezh|lesennèrez]].
 
==Sortou hachich so==
Linenn 36 ⟶ 38:
Rénket é an hachich ba tri rumm penna :
 
*Ar '''maroko''' : Produët é bar [[Marok]], ba kornad-bro ar [[Rif]], lîw rousdu sklêr, plalîsset mâd ha poultreg. Kreñw é an hachich ha pik a teu bar goûg gantoñ. Is-variesonou a vé kâet deus ar h-« '''Katama''' », séh-kras ha poultreg, da beked an « '''Ia''' » (disklipet vé « aïa »), dru ha gwak. Ar variesonou a vé gréet aïa deusoute so ar péz a hellfe bé an heni gwella a vé gwèrzet bar vro (nëbeutoh a drow chimik barz), ha kals THC (30 – 40%) barz. Koust a ra an aïa 40 € evid 12 gramm
 
*An '''afghan''' : Produët é bar Reter-Kreis ba skoazennou an [[Himalaya]], du é pé lîw regaliss. Strobellus ha sïoul evid an empenn. Bé zo kals is-variesonou a-sort g’an Afghan, '''hachich an Nepal''', pé heni ar [[Pakistan]]. Gwak tre int toud ha na vênt ked poultrennet med roulet int e neudennou moan, hag ar re zivèo-mañ vé laket hed-ha-hed ar sigaretenn. Koust a ra 60 € evid 12 gramm
 
*'''Hachich al Liban''' : Produët é bar [[Reter-Nessañ|Reter-Nessa]], lîw trêz-ru hag heñvel a-walh douz an aïa a-fed an demz. Dibaot-kàer é ba [[Europa]] ablam d’an trubuillou a hoarvé bar hornad-bro lèh vé produët. Pell e chom manet ar broduerien a-rôg despuna ar bleuniou aet kraset g’an heol, dram-a-se e ta da vé al lîw ru dehoñ e-hun’.
 
*Abowe dow vla pe dri é staget ar [[Suiss]] da broduï hachich hag essêo sekrejou a-bep-sort. Pourchass a ra ar broduèrez var-dro 5% deus ar hlask so var an hachich bar vro. Teir varieson bôréeg so hanvet hervé hano ar mené lèh ma tiwan ar plantennou, da-lâred-é : '''Säntis''', ar '''Pollux''' ha '''Palü'''.
 
==An efejou==
 
En eneb-kàer ema an hachich deus ar [[marijuana]], n’é ked naturel anehoñ. Ha dram-a-se e teu a-zivar da se a-bep-sort efejou ha diêsamañchou gwéch a ve. Or barr-kren, hag or poan benn pistigus a hell digouèo pa vé tranket pé butunet trow fall. Skuiz-divi e teu da vé an nén a-zivarnehoñ. A-damm-da-damm en om gustum ar horv douz an hachich, ha deus 12 gramm bép mis e’h a da beked 12 gramm bép s’hun. Bar vro vé gwèrzet sortou hachich lous ha pistrius evid an dud. N’eus ken méd an aïa hag an afghan hag a vefe « mad » méd maleürusamant é réd mond da beked an Isel-Vroiou evid taped krog barz. Hervé or studïadenn bét renet ga ''[[Le Nouvel Observateur]]'' zo 70% deus ar sortou hachich a so bar vro hag a vefe enne or flakadig sustañsou pistrius evid an dud. Alïes goude bé en om vaget ogosig méd ga hachich a-hed pad misiou so e heller kouèo en [[diwaskadenn]], énkrés hag anken pa’n-eus ked hachich kin ban ti hag é réd ‘ta foeta bro evid prena on tamm shit ha n’é ked tcherno anehoñ.
 
[[de:Haschisch]]