Kilimanjaro : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: oc:Kilimanjaro
Linenn 1:
[[Skeudenn:Kibo_summit_of_Mt_Kilimanjaro_001.JPG|thumb|200px]]
Menez '''Kilimanjaro''' eo menez uhelañ [[Afrika]], gant 5892 metr uhelder. Emañ en hanternoz [[Tanzania]], nepell diouzh harzoù [[Kenya]]. Tri [[menez-tan]] a ya d’ober Kilimanjaro, '''Kibo''' (5892 metr), '''Mawensi''' (5149 metr) ha '''Shira''' (3962 metr uhelder).
 
'''Uhuru''' eo ar pikern uhelañ, war menez-tan Kibo. Ar re gentañ da bignat gant ar menez uhel-se ha da dizhout al lein e voe Yohanas Kinyala Lauwo, [[Hans Meyer]] ha [[Ludwig Purtscheller]], d’ar [[6 a viz Here]] [[1889]].
 
Gallout a reer krapañ war ar menez Uhuru hep bezañ ur c’hrimper arroutet hag e-leizh a douristed a vez bep bloaz o vont betek al lein, en ur gerzhet etre c’hwec’h ha dek devezh. Nemet e rank an hanter anezho war o c’hiz dre ma vezont klañv abalamour d’an uhelder. Ur park naturel, [[Park broadel Kilimanjaro]], a oa bet savet e 1973, da wareziñ al loened a vev en tolead. Lakaet e oa bet war roll ar [[Glad bedel]] gant UNESCO e 1987.
 
Eno e voe skrivet gant [[Ernest Hemingway]] e romant anvet ''The snows of Kilimanjaro'' ("Erc’hegi Kilimanjaro").
Linenn 69:
[[mn:Килиманжаро]]
[[mr:माउंट किलीमांजारो]]
[[my:ကီလီမန်ဂျာရိုတောင်]]
[[nds:Kilimandscharo]]
[[nl:Kilimanjaro (berg)]]