Bagad Kemper : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 31:
18 gwech eo bet Kampion Breizh ar bagadoù abaoe 1968, ar pezh a ra anezhañ ar bagad muiañ-titlet.
 
-''' ==ISTOR :'''==
 
Krouet e 1949, ar Bagad Kemper a zo ur gevredigezh lezenn 1901. E 2010 e oa 156 ezel, eno 133 soner a oadoù disheñvel ganto.
Linenn 42:
 
E-kerzh ar Festival Celtic Connections e Glasgow e miz Genver 2005, en deus kejet ar Bagad Kemper gant Fred Morrison, unan eus barrekañ soner binioù-bras ar bed. Roet en deus ar gejadenn-se c'hoant dezho da grouiñ un abadenn gouestlet d'ar sonerezh Breizhat ha Skosat war un dro : setu ganet an abadenn "Deus Bro-Skos da Gerne". E-kerzh Gouelioù-meur Kerne e Kemper e voe kinniget an abadenn, o vodañ ouzhpenn 80 soner, Skosiz ha Breizhiz : setu ouzhpenn sonerien ar Bagad Kemper, e voe pedet Breizhiz-all, evel Bernez an Dreo o seniñ saksell, an daou Erwan Volant diouzh ar gitar ha deus tu ar Skosiz, ar Pipe-band Clan Gregor (o seniñ er c'hentañ rummad e Bro-Skos), Fred Morrison evel-just hag e sonerien (gourvioloñs, gitar, klavier) ha Julie Fowlis, a orin eus Inizi-Gall, ur ganerez ha soner a oa bet anvet "kanerez C'houezelek ar bloavezh 2005" e-kerzh an abadenn skinwel Scots Trad Music Awards.
 
'''
==1949-2009 : 60 vloaz Hep Diskrog'''==
 
Lidet eo bet e-kerzh ar bloavezh 2009, 60vet deiz-ha-bloaz ar Bagad. Ur bloavezh pinvidik kenañ ! Oc'h heuliañ "leit motiv" Herve ar Meur (is-diazezour ar Bagad Kemper ha Bodadeg ar Sonerion) HEP DISKROG, en deus ar Bagad Kemper kendalc'het da eskemm ha da dreuzkas d'ar muiañ-niver e garantez evit ar sonerezh hag ar sevenadur Breizhat.
Linenn 54:
• d'ar 7 a viz Du 2009 e sal ar Pavilhon e Kemper : 60vet Deiz-ha-bloaz ar Bagad, ur c'habared/fest-noz o vodañ ouzhpenn 1.500 den.
• d'an 50 a viz Kerzu 2009 e sal an Tog Ruz e Kemper : e voe aozet fest-deiz hengounel ar Bagad, lec'h ma voe pedet sonerien ar Bagad gounezet ganto "ar Bluwenn Paun".
 
'''
==Breizh Balkanik''' :==
 
Evit lidañ e 60 vloaz, eo aet ar wech-mañ ar Bagad Kemper da glask awen e Europa ar Reter gant Breizh Balkanik, un abadenn o vodañ tonioù deus Breizh, met ivez deus Serbia, Makedonia ha Roumania. Gant sikour ar c'haner ha soner treujenn-gaol Erik Marchand, un ispisialour diwar-benn sonerezh Breizh hag Europa ar Reter just-a-walc'h ez eus bet graet ur meskaj dedennus ha plijus, ha gant doujañs atav.
 
'''==Stummadur'''==
 
Ma 'z eo ken brudet ar Bagad Kemper, ez eo dreist-holl a-drugarez da sonerien ar c'hentañ rummad. Met ne vefe ket eus ar vrud-mañ m'en dije ket ur c'hoant evit mont war-raok bepred e-keñver kalite e sonerezh. An dra-se eo a zispleg mont-en-dro politikerezh tuta ar bahad hag e stummadur diabarzh. Araok seniñ gant ar Bagad bet 18 gwech Kampion Breizh, hent ur soner yaouank-flamm a zo bevennet : kregiñ a ra da zeskiñ e skol sonerezh ar Bagad, goude er Bagadig, war-lec'h er Bagad Glazik. Ma 'z eo mennet ha barrek hepken e sono ur wech bennaket gant ar Bagad Kemper.
 
==Ar Stummadur sonerezhelwar :ar sonerezh==
 
Er Greizenn Herve ar Meur e vez kentelioù :