Alex Chilton : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: ru:Чилтон, Алекс
D Bot: repairing outdated link allmusic.com
Linenn 27:
Alex Chilton a stagas gant ar sonerezh pa oa 16 vloaz, hag ezel e voe eus ar strollad Ronnie and the Devilles. Kemmet e voe anv ar strollad hag e teuas da vezañ [[The Box Tops]]. Berzh a rejont e [[1967]] gant o c'hanaouenn '' The Letter'', skrivet gant [[Wayne Carson|Wayne Carson Thompson]]. Gant ar ganaouenn-se e tizhjont renk kentañ ar [[Billboard Hot 100]] er [[Stadoù-Unanet]], hag e tizhjont ivez an Top 10 er [[Rouantelezh Unanet]]. Seniñ a rejont war al leurenn gant strolladoù all evel [[The Beach Boys]]. Berzh a rejont c'hoazh gant tonioù all evel ''Neon Rainbow'', ''Cry Like a Baby'' ha ''Soul Deep''<ref>"Rough Guide", Peter Buckley, The Rough Guide to Rock Rough Guides, 2003, ISBN 9781843531050 </ref>,<ref "Nytimes.com 19032010">http://www.nytimes.com/2010/03/19/arts/19chilton.html Alex Chilton, Influential Rock Singer, Dies at 59 Dave Itzkoff 19 a viz Meurzh 2010 ''[[The New York Times]]''</ref>.
 
Er Box Tops e kane Chilton. Goude-se e stagas gant ar sevel kanaouennoù. Met ne voent ket degemeret gant ar produer [[Dan Penn]]. Tonioù savet gant Chilton a gaver memestra e pevare pladenn ar strollad, ''Dimensions'' he zitl. Divodet e voe ar strollad e [[1970]], pa'z eas Bill Cunningham kuit<ref name="Allmusic.com Box Tops">http://www.allmusic.com/cgartist/amg.dll?p=amg&sql=11:kiftxqw5ldde~T1p3756 Steve Huey ''[[Allmusic]]''</ref>.
 
=== Big Star ===
Linenn 37:
 
=== Chilton produer ===
Gant Alex Chilton e voe produet tonioù kentañ [[The Cramps]], hag a-drugarez dezhañ e voent degemeret gant an ti-embann [[IRS Records]]<ref name"Allmusic.com Chilton"> http://www.allmusic.com/cgartist/amg.dll?p=amg&sql=11:fifoxqw5ldfe~T1p3892, Cub Koda ''[[Allmusic]]''</ref>, hag ivez o albom ''[[Songs the Lord Taught Us]]'', embannet e [[1980]]. E [[1990]] e produas ar bladenn ''I Know You Fine, But How You Doin'' gant ar strollad The Gories.
 
=== Marv ===
Linenn 43:
 
== Hêrezh ==
Big Star a zo ur strollad [[power pop]]hervez a lenner e lec'hienn [[Allmusic.com]]. Levezonet o deus strolladoù breizhveuriat evel [[Teenage Fanclub]], ha strolladoù amerikan evel [[The Posies]]. Daou ezel eus The Posies a gemeras perzh e adsevel Big Star er bloavezhioù 1990<ref "Allmusic.com Posies">http://www.allmusic.com/cgartist/amg.dll?p=amg&sql=11:3ifuxqr5ldhe~T1p5170, Steve Huey, ''[[Allmusic]]''</ref>. Meur a don savet gant Big Star a zo bet sonet en-dro gant arzourien evel [[Elliott Smith]], [[Jeff Buckley]] ha [[Beck]]<ref name="Rollingstone.com 17032010"/>.
 
Ar ganaouenn ''Thirteen'', savet gant Alex Chilton ha Chris Bell hag embannet e [[1972]] en o fladenn ''[[Number 1 Record|#1 Record]]'', a voe lakaet gant skipailh ar gelaouenn amerikan ''[[Rolling Stone]]'' en e listennad [[Listennad ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet|Ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet]] savet e [[2003]]<ref name="Rollingstone.com 17032010"/>. Hag an teir fladenn vras embannet gant Big Star a gaver ivez e [[Listennad ar 500 pladenn wellañ bet embannet]]<ref name="Rollingstone.com 17032010"/>,<ref name="Washingtonpost.com 19032010"/>.