Diforc'hioù etre adstummoù "Louarn"

38 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
D
Robot ouzhpennet: he:שועל; Kemm dister
D (Robot ouzhpennet: frr:Foosen)
D (Robot ouzhpennet: he:שועל; Kemm dister)
{{Taxobox Echu}}
{{Wikeriadur}}
* ''Gwelout ar pennadoù [[Louarn (anv-tiegezh)]] hag [[Alan al Louarn]].''
Al '''louarn''' zo ur [[bronneg]] [[kigdebrer]] damhañval ouzh ur [[ki|c'hi]] a vev war ar maez, hag a-wechoù bremañ e kêr.
 
Al [[louarn rous]] eo ar [[spesad]] a vev e [[Breizh]].
 
== Spesadoù ==
Al lern gwir eo ar spesadoù rummataet er [[genad]] ''[[Vulpes]]''.
 
...
 
== Diwar-benn an anv ==
* '''Lern''' eo liester louarn.
* '''[[Alan]]''', pe '''Alanig''' (aliesoc'h), eo an anv a vez graet anezhañ ivez.
 
== El lennegezh ==
* Anv zo eus al louarn e fablennoù [[Ezop]], andon awen [[Jean de La Fontaine]] evit e fablennoù er {{XVIIvet kantved}}
* Gwelet eo al loen evel un den er ''[[Roman de Renart]]'', romant gall ar Grennamzer
* E gavout a reer e ''[[Pinocchio]]'', romant [[Carlo Collodi]]
* E-barzh ''[[Ar Priñs Bihan]]'', gant [[Antoine de Saint-Exupéry]], e kelenn ul louarn d'an haroz talvoudegezh wir an traoù, ha da gentañ ar mignoniaj.
* « [[Zorro]] » ("louarn" e kastilhaneg) a vez graet eus ur justisour masklet e Kalifornia an XIXvet kantved, kent an aloubadeg stadunanat, hervez ur romant ha filmoù brudet.
 
== Lavaroù ==
=== Troioù-lavar ===
* ''Bezañ fin evel ul louarn''.
* ''Bezañ finoc'h eget kaoc'h-louarn'' : bezañ eus ar re finañ.
* ''Bezañ mezhek (pinous, toutek) evel ul louarn tapet (louzet) gant ur yar''.
* ''Ober skol-louarn. Mont d’ar skol gant al louarn. C’hoari troig al louarn'' : mont da c'hoari pe da bourmen e-lec'h mont d'ar skol.
* ''Mont e-barzh genoù al louarn'' : en em deurel el lousañ kudenn.
* ''Mont eus ti al louarn da di ar bleiz'' : bezañ en ur gudenn lousoc'h c'hoazh.
* ''C’hoari lostig al louarn'' : c'hoari kerzhout an eil a-drek egile, krog an eil e divskoaz pe e chupenn egile, evel pa vije e lost ul louarn.
* ''Mont gant al louarn'' : bezañ debret gantañ, pa gomzer eus yar pe gilhog.
* ''Pentañ lern (d'an dud)'' : kontañ gevier bras.
 
=== Divinadell ===
* ''Petra a ra al louarn pa en devez kac'het war [[Menez Are]] ? Serriñ e [[revr]] ha mont adarre''. TBP 3/333
 
=== Krennlavaroù ===
* ''Da louarn kousket ne zeu tamm boued''.
* ''Daou louarn kamm a zo trec’h da unan eeun'' (pe ''a ra bec'h da unan eeun'').
* ''Evit pakañ louarn pe [[gad]] Eo ret sevel mintin mat''.
 
== Loened all ==
* al [[louarn-mor]] zo ur [[pesk]] kar d'ar [[rinkin]]
 
== Plant ==
* [[Lost-louarn]] : anv meur a blantenn disheñvel
 
 
 
[[Rummad:Canidae]]
[[Rummad:Bronneged]]
 
[[koi:Руч]]
 
[[an:Vulpini]]
[[ha:Yanyawa]]
[[hak:Fù-lì]]
[[he:שועל]]
[[hi:लोमड़ी]]
[[hr:Lisica]]
[[kk:Түлкі]]
[[ko:여우]]
[[koi:Руч]]
[[ku:Rûvî (ajal)]]
[[lv:Lapsa]]
60 037

modifications