Eoul-maen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 40:
En VIIIvet kantved e veze talvoudekaet eoul-maen d'ober an ter-douar a oa bavezet straedoù [[Bagdad]] gantañ. Tiekaet a reer puñsoù eoul-maen war-dro [[Bakou]], er pezh a zo bremañ [[Azerbaidjan]]. Gant an doaroniour [[Masoudi]] e voent livet en Xvet kantved ha gant [[Marco Polo]] en XIIIvet kantved.
 
Istor arnevez an eoul-men a zeraouas e 1846 pa dizoloas Abraham Pineo Gesner un teknik evit kenderc'h [[kerozen]] gant [[glaou-douar|glaou]]. E 1852 e kavas [[Ignacy Łukasiewicz]] un tu d'hen ober gant eoul-maen, hag a oa diereoc'h ha gwelloc'h marc'had. Er bloaz war-lerc'h e tigorer an "toul-kleuz" eoul maen kentañ e Bóbrka, e-kichen [[Krosno]] e [[Polonia]] ar c'hreisteiz. An dizoloaden a voe perc'hennet buan tre gant ar peurrest eus ar bed hag ar burerezh gentañ a voe savet gant Meerzoeff e Bakou e 1861. D'an ampoent-se e kendalc'he Bakou 90% an eoul-maen er bed.
 
Ar puñs kenwerzhel kentañ kleuziet e [[Amerika an Hanternoz]] edo e Oil Spring, [[Ontario]], [[Kanada]] met greanterezh an eoul-maen a zeraouas pa zioloas [[Edwin Drake]] eoul-maen e 1859 e-kichen [[Titusville]], [[Pensylvania]]. Evel ar Siniz e kerc'hae holenn. Goustadig e kreskas ar greanterezh rak ne oa bet implijet an eoul-me nemet evit al lampoù ha da ober [[kerozen]]. Ned eas da boueus nemet pa voe ijinet ar [[c'heflusker-blosk]]. An dra-se en-deus krouet ur c'houlennadeg n'he-deus ket paouezet adalek-se.