Gregach : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Fulup (kaozeal | degasadennoù) D gregach adkaset da c'hresianeg |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1:
Er skolioù gwechall e veze studiet galleg, latin ha [[gregach]], ha n'eo ket gresianeg.
Ar ger [[gresianeg]] zo bet degaset gant [[Geriadur Vallée]] evit envel yezh [[Gres]] a-vremañ.
==Ur ger disprizus?==
E geriadurig Roparz Hemon eo troet ar ger '''gregach''' gant "baragouin, jargon". Kement-se ne dalv ket ez eus dispriz er ger: diskouez a ra ez eo kenster gant ''yezh digomprenus'', evel e galleg pa lavarer "c'est de l'hébreu" (rak al latin gwechall a veze komprenet un tamm bennak). Netra ken.
==An dibenn ach amañ==
Gwir eo ez eo disprizus dre vras an dibenn '''''-ach''''' pe '''-aj''', met ne vez ket atav: legumaj, bugaleaj, mignoniaj, koadaj. Heñvel eo gant gregach. Ouzhpenn-se ne oa ger all ebet evit envel ar yezh. N'eus ket da geñveriañ gant gerioù evel ''gallegach'' pe ''saoznaj'' a zo gerioù implijet evit merkañ an dispriz en un doare splann.
[[Rummad: yezhoù]]
[[Rummad: deskadurezh]]
|