Stlennvon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 42:
E dibenn ar bloavezhioù 60 e oa bet ergrafet da vat ar RASV kentañ pe gentoc'h rummad kentañ anezhe. Gallout a reer menegiñ TOTAL, IDMS, IDS 2 hag IMS 2 evel RASVoù pennañ ar rummad kentañ.
 
Un eil rummad RASV a oa bet ergrafet diwezhatoc'h, e deraou ar [[bloavezhioù 70]], oc'h ober gant an [[delvan daveaduriek stlennvon|delvan daveaduriek]]. Pal ar rummad-se a oa aesaat haeziñ ar roadennoù evit an arveriaded eleze daskemmañ ar RASV diavaez. Ar roadennoù a vez erouezet neuze dindan stumm taolennoù . Dont a ra war well neuze un areg nevez anvet [[SQL]] (Structured Query Language) o kwazañ evit an enklask hag evit an hizivaat. Gallout a reer menegiñ ORACLE, INGRES, SYBASE, INFORMIX, DB2 ha SQL Server evel RASVoù an eil rummad.
 
Un trede rummad a oa bet ergrafet er [[bloavezhioù 80]]. Ouzhpenn an [[delvan daveaduriek stlennvon|delvan daveaduriek]], eo kevanaet gant ar RASVoù-se an delvan ergorennek. Reizhiadoù ergorennek-daveaduriek evel Oracle 8, DB2, Universal Database pe Informix Universal Server a zo ar RASVoù kentañ an trede rummad. Ur reizhiad ergorennek evel ObjectStore pe O2 a zo arnevesoc'h eget ar re all er rummad-mañ o vezañ ma eo azasoc'h ouzh ezhomm an arloadoù nevez ([[liesvedia]], [[Kenrouedad]], [[CAO]] ....).
 
Ur pevare rummad a zo hag a zo e bal bezañ azas diouzh ezhommoù a-vremañ evel da skouer ar Genrouedad, an ergorennoù liesvedia, skoazell ouzh an divizout hag an eztennañ gouiziegezhioù eus roadennoù ("Data minig").