Rouantelezh Bambara Segou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: de:Reich von Bambara
D Robot kemmet: de:Bambara (Reich); Kemm dister
Linenn 1:
Em astenn a reas '''Rouantelezh Bambara Segou''' etre dibenn ar {{XVIIvet kantved}} ha [[1861]], war an darn vrasañ eus [[Mali]] vremañ.
 
E-kreiz ar {{XVIIvet kantved}} e krouas ar [[Bambared|Vambared]] ur rouantelezh [[animist]] gant [[Kaladjan Koulibali]] tro-dro da [[Segou]]. Ren a reas Kaladjan Koulibali eno e-pad tregont vloaz ([[1652]]-[[1682]]) hogen ne zeuas ket a-benn da ziazezañ ur Stad stabil. Ar roueed Danfasari (1652-[[1697]]) ha Souma (1697-[[1712]]) a vije bet war e lerc’h, war a seblant.
Linenn 7:
Mab Biton, [[Dinkoro Koubibali]], a zeuas war-lerc’h e dad e [[1755]]. Muntret e voe e [[1757]] abalamour ma oa un tirant anezhañ. Klask a reas e vreur, [[Ali Koulibali]], a oa muzulman, berzañ ar relijion animist ha difenn ouzh e sujidi da evañ dolo. Muntret e voet ivez. Da-heul e oa bet dizurzh bras er rouantelezh, ma oa bet roueed a-leizh o tont an eil war-lerc’h egile abalamour d’an taolioù-Stad graet an dondjoned.
 
E [[1766]] e lakaas [[Ngolo Diarra]], ur sklav bet digabestret gant ar re Goulibali, e grabanoù war an tron ha lakaat a reas an dondjoned da sentiñ. Ren a reas betek [[1790]] (pe [[1792]]. Evit kreñvaat e c’halloud e lakaas e vibien e penn kêrioù zo eus ar rouantelezh. Mervel a reas pa oa o tistreiñ eus ar brezel a oa bet disklêriet a-enep ar [[Mosied|Vosied]], e [[Riziam]] ([[Burkina Faso]] bremañ).
 
Dont a reas e vab [[Monzon Diarra]] war e lerc’h. Hennezh a renas ar vro eus 1790 (pe 1792) betek [[1808]]. Aloubiñ a reas [[Tombouktou]] e [[1800]] peurgetket ha gant se e lakaas ar rouantelezh da vrasaat. E vab [[Da Diarra]] ([[1808]]-[[1827]], a zeuas war e lerc’h, a gendalc’has da astenn ar rouantelezh. Derc’hel a reas penn ouzh [[Sekou Amadou]], renet [[Impalaeriezh peul Makinal]] gantañ, a oa oc’h ober ur brezel santel ouzh an Animisted. Ar vreudeur Da a zeuas an eil war-lerc’h egile da-heul : Tiefolo Diarra ([[1827]]-[[1840]]), Kirango Ba (1840-1848), Nalekoma, Masa Demba (1851-1854), binamari, lesanvet Torokoro Mari ([[1854]]-[[1855]]) hag Oftala Ali (1855-[[1861]]). Ne oa mui rouantelezh Bambara Segou ken kreñv hag a-raok avat.
Linenn 22:
 
== Mammennoù ==
* [http://www.histoire-afrique.org/IMG/pdf/Le_Mali_precolonial.pdf Elmouloud, Yattara , ''Le Mali précolonial'']
* [[Joseph Ki-Zerbo|Ki-Zerbo, Joseph]], ''Histoire de l’Afrique noire'', Pariz, Hatier, 1978.
 
Linenn 28:
[http://perso.wanadoo.fr/ludu29/Segou-breizh Kevredigezh Segou Breizh ]
 
[[Rummad: Rouantelezh Bambara Segou|*]]
[[Rummad : Istor Mali]]
 
[[de:Bambara (Reich von Bambara)]]
[[en:Bamana Empire]]
[[fr:Royaume bambara de Ségou]]