Niver kentael : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 54:
Padal 2047 = 2<sup>11</sup> - 1 n'eo ket kentael, rak 2047 = 23 × 89. Un niver Mersenne eo hogen n'eo ket kentael.
 
Mersenne n'en deus ket ijinet an niveroù-se, n'en deus ket ijinet ar formulenn. Savet en deus ul listenn eus an niveroù kentael-se. Hogen bez' e oa fazioù en e listenn. Da skouer emañ 257M<sub>67</sub> hahag 67M<sub>257</sub> en e listenn, padal n'int ket niveroù Mersenne ha pa vefent kentael.
 
E 2010 ez eo ''M<sub>{{formatnum:43112609}}</sub>'' = 2<sup>{{formatnum:43112609}}</sup>-1 an niver kentael Mersenne brasañ a anavezer, gant {{formatnum:12978189}} sifr en e skrivad degel. Bez' e oa ar 45{{vet}} [[niver kentael Mersenne]] bet dizoloet hag embannet e oa bet an dizoloadenn anezhañ d'an [[23 a viz Eost]] [[2008]] a drugarez da strivoù raktres kenlabourus ar [[jediñ dasparzhet]] « [[Great Internet Mersenne Prime Search]] » (GIMPS). Bihanoc'h eget ar 45{{vet}} eo ar 46{{vet}} niver kentael Mersenne, 2<sup>{{formatnum:37156667}}</sup>-1, a voe dizoloet pemzektez goude ; d'an 12 a viz Ebrel 2009 e voe dizoloet gant ar memes raktres [[GIMPS]], ar 47{{vet}} niver kentael Mersenne, 2<sup>{{formatnum:42 643 801}}</sup>-1, hag a zo eñ ivez un "tammig" bihanoc'h eget an hini meneget da gentañ.