Kameroun : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: bjn:Kamerun
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 56:
Kalzig a venezioù zo er vro. Ar menez uhelañ eo ar [[menez Kameroun]] (4 070 m), ur menez-tan nepell diouzh aod [[Pleg-mor Ginea]]. Ribl kreisteiz al lenn Tchad zo e Kameroun hag eno eo kalz sec’hoc’h an amzer. Diseurt eo dremmoù ar vro, ken eo bet lesanvet e galleg "l’Afrique en miniature".
 
Trevadennet e oa bet Kameroun gant an [[Alamagn|Alamaned]] en {{XIXvet kantved}}. Goude ar [[Brezel-bed kentañ]] e voe fiziet an darn vrasañ eus an drevadenn alaman e [[Bro-C'hall]] hag ul lodenn vihanoc’h, er gwalarn, er [[Rouantelezh Unanet]]. E [[1961]] e voe embannet dizalc’hiezh Kameroun, ganet diwar unvaniezh Kameroun c’hall hag al lodenn su eus Kameroun saoz. ''Republik Kevreadel Kameroun'' krouet evel-se a voe treuzfurmet en ur ''Republik Unvan'' e [[1972]]. Abaoe [[1984]] ez eo ''Republik Kameroun'', hepmuiken, anv ar stad (''République du Cameroun'' e galleg ha ''Republic of Cameroon'' e saozneg), ha div yezh ofisiel zo ganti, ar galleg hag ar saozneg, yezhoù an drevadennerien gent. Ur vro sioul ha stabil a-walc’h eo Kameroun ha diorroet eo al labour-douar hag an hentoù, kenkoulz hagha greanterezh an [[tireoul]]. El lodenn eus ar vro a oa bet e dalc’h Breizh-Veur ez eus un emsav a stourm ouzh ar stad kreiz.
 
{{Afrika}}