Tri Yann : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D rummad
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Tri Yann''' zo ur strollad sonerezh eus an [[Naoned]]. Savet e oa bet ar strollad e fin ar bloazvezh 1970 gant tri Jean : [[Jean-Louis Jossic]], [[Jean Chocun]] ha [[Jean-Paul Corbineau]]. Unan eus ar strolladoù oberiant koshañ zo er Frañs. Int o deus brudet kanaouennoù evel "[[le loup, le renard et la bellette]]" pe "[[les prisons de Nantes]]". Kanañ a reont e galleg, brezhoneg hag e saozneg, levezonet-bras int gant [[Alan Stivell]]. Ar sonerezh zo liesseurt a-walc'h ([[folk]], [[folk-rock]], [[medieval folk-rock]]). Un tropad-mat a sonerien zo bet er strollad abaoe ma oa bet krouet.
Strollad Tri Yann a zo bet savet e 1971 gant pevar c'haner eus Breizh : Jean-Louis Jossic, Jean Chocun, Jean-Paul Corbineau ha Bernard Baudriller.
 
==Ar Strollad==
Bernard Baudriller oa kelenner e-barzh ar memes skolaj ha hini Jean-Louis Jossic. Bernard a oa kelenner war ar saozneg ha Jean-Louis Jossic, kelenner war an istor-geografiezh. An daou all, Jean Chocun ha Jean-Paul Corbineau, a oa kanerien en memes strollad. Ar strollad-se a oa anvet '' les Classic's ''. E 1971, ar pevar den-mañ o deus divizet sevel ur strollad sonerezh breizhat. Ar strollad 'oa savet met n'o doa kavet anv ebet. Ur mignon dezho en deus kinniget '' Tri Yann an Naoned '' rak er strollad e oa tri den anvet Yann, hag e oant holl o tont eus Naoned. Int a oa a-du. Divizet o deus reiñ an anv-mañ d'o strollad. Setu penn-kentañ Tri Yann.
 
O istor
 
- 1972. E miz Mezheven 1972, o deus graet paotred Tri Yann o 33-zro kentañ. Gilles Servat en deus sikouret anezho evit-se. E di-embann, anvet ''Kelenn'' en deus enrollet hag embannet anezhañ. An dennadenn gentañ 'zo bet echuet ur miz goude. Embregerezh "Phonogram" he deus adembannet e miz Gwengolo, hag he deus dasparzhet dre Vro-C'hall.
- 1973. D'ar c'hentañ a viz Gwengolo 1973, e teujont da vezañ a-vicher. Ur "musicorama" a voe aozet en Olympia e Pariz hag a-stroll an holl strolladoù ha kanerien produet gant Kelenn. Da c'houde, e voe degemeret Tri yann c’hoazh en Olympia, met ar wech-mañ 'vit ur sizhunvezh a-bezh. Goude, holl arzourien Kelenn en em gav dindan an "deltenn ispisial Breizh" evit, ar wech-mañ, un droiad 40 devezh. Meur a zek miliad a dud a-prenas pladennoù Tri Yann. Adalek neuze eo e voe roet lañs d’ar strollad. Er memes bloavezh e voe embannet o eil fladenn "10 ans, 10 filles".
- 1974. Embann a reas strollad Tri Yann an Naoned e drede pladenn, "Suite Gallaise". An albom-se a lak un tammig muioc'h ar sonerezh gallaou war-well, kar ne oa ket anavezet kalz d'ar c'houlz-se gant an dud.
- 1976-1977. Embannet e voe ur bladenn nevez ganto e miz Mezheven 1976, "la découverte ou l'ignorance". Jerome Gasni (tabouliner ar strollad) a loskas e blas gant Gerard Gomon e 1977. Er memes bloavezh, "Tri Yann an Naoned", o albom kentañ, a voe anvet pladenn aour ar bloavezh.
- 1978-1979. E 1978 e teuas "Urba" er-maez. E-barzh ar bladenn-mañ ez eus un titl, "le Soleil est noir", en deus 'vel sujet an Amoco Cadiz, en deus graet ul lañv du bras e Breizh. Abaoe 1979 ez eo kroget ar strollad d'ober troiadoù, ha sonadegoù en un nebeud broioù en Europa : Alamagn, Suis, Belgia... Da c'houde, e teuas "la Découverte ou l'ignorance" da vezañ pladenn aour e 1979. Christian Vignoles a zo deuet e-barzh Tri Yann e miz Mae 1979. Bez e oa skoliad e-barzh kentelioù Jean-Luc Chevalier.
- 1980. E 1980, ez eo aet Tri Yann d'an U.R.S.S. d'ober ur sonadeg evit gevelladenn Naoned gant Tbilissi.
- 1981-1984. "An Heol a zo glaz" a zo 6vet albom Tri Yann. Graet eo bet e 1981, ha diskouez a ra o soñjoù e-keñver an natur. Er bladenn-mañ, ez eus un titl anvet "Kan ar c'han" a gomz diwar-benn stourmadenn tud Plogoff enep saverezh ar greizenn nukleel. Kanañ a reont en Olympia. E miz Eost 1984 e voe embannet "Café du bon coin". Goude o deus graet ur sonadeg e Danmark ( Roskilde ) hag e gouelioù etrekeltiek an Oriant. Christian Vignoles a guitaas ar strollad d'an 20 a viz Kerzu 1984, goude sonadeg St Dizier, evit mont e-barzh meur a strollad a-raok echuiñ 'barzh hini Jean-Luc Chevalier ha Fred Bourgeois. Goude e kavas labour evel kelenner gitar e-barzh ur skol gevredigezhel eus ar vro.
- 1985. An eizhvet albom o deus krouet a zo "aniversène" enrollet en bev e 1985, hag albom diwezhañ Bernard Baudriller gant Tri Yann. Tapout a rejont an Triskell Aour evit bout lakaet ar sonerezh breizhat muioc'h war-wel. Bruno Sabathe a zeuas e-barzh ar strollad evit kemer plas Bernard Baudriller e miz Kerzu 1985. Bernard a guitaas ar strollad evit mont en e skol sonerezh e Migné-Auxances (rannvro Poitiers).
- 1986. E 1986 ez eas ar strollad da Gerne-Veur ( Kimper ) hag da gCardiff (Bro-Saoz). Louis-Marie Seveno, lesanvet "Loumi" e zeuas e-barzh ar strollad. Degas a ra kalz d'ar strollad gant e ouiziegezhioù war sonerezh hengounel India ha Breizh.
- 1988-1989. E 1988 ez eo bet embannet ar bladenn zoubl "le Vaisseau de Pierre" gant ur vandenn-dreset graet gant Christin ha Emki Bilal. Ar pezh sonerezh-mañ e lak war ar leurenn 80 a-dud o tañsal. Troiad "le Vaisseau de Pierre" zo ranket paouez evit abegoù arc'hant. Goude, Jean-Luc Chevalier, c'hoarier gitar kozh strolladoù Catherine Lara ha Magma, a zeuas da son e-barzh hini Tri-Yann. Disunvaniñ ha modernaat a ra ar strollad, c'hoazh muioc'h eget a-raok gant Jean-Luc Chevalier. E 1989 ar c'hiz a zo un tammig cheñchet. Nebeutoc'h a dud a selaoù ouzh Tri Yann, daoust ma chom ur bern tud feal d'ar strollad-mañ.
- 1990-1993. E 1990 e voe graet ur bladenn nevez gant Tri Yann e Naoned anvet "Belle et Rebelle". En albom-se ez eus muioc'h a dredan eget er reoù all. E 1993 e rejont ur bladenn dastum pe kompilasion (kompil) oc’h adkinnig istor ar strollad hag ul lodenn eus o zitloù gwellañ. Da c'houde, e teu Christophe le Halley da gemer plas Bruno Sabathe. Er memes bloavezh, e voe roet da dTri Yann medalenn ar SACEM evit o 20 vloaz labour. Profitañ o deus graet eus div sonadeg e Naoned evit enrollañ kasedig an "Inventaire", anv o c'hompil.
- 1995. E 1995 ez eo bet enrollet "Portraits" en abati Fontevrault. C'hwec'h eus titloù "Portraits" a zo gouestlet da "afer" Seznec. E miz Du, e resev usin Lu e Naoned, strollad Tri Yann. Reiñ a rejont ur sonadeg evit o mignoned, hag an dud a zo bet heverk er strollad. Just goude eo bet krouet an "Inventaire 2".
- 1996-1997. E 1996 e reas Tri Yann ur CD all, "Tri Yann en concert" en bev. Abaoe ez eus muioc'h a dud o sellout ouzh o fladennoù. Adtremen a rejont er skinwel, hag e 1997 e rejont "la véillée du troisième milénaire".
- 1998. E 1998 e krogjont d'ober sonadegoù gant an Orchestre National Symphonique du Pays de la Loire ( ONPL ). E miz Mezheven hag e miz Gouere 1998, e voent eilet gant an ONPL war ur bladenn-arc’hant all "la Tradition symphonique". Evit-se Tri Yann o deus mesket ar sonerezh klasel ha sonerezh Breizh. E fin sonadegoù miz Eost 1998, ez eas Christophe le Halley kuit eus ar strollad evit mont en ur strollad all anvet « la musardaille ».
- 1999. E penn kentañ 1999 e teuas Tri Yann da vezañ un eizhad. Daou ganer nevez a zeu er strollad: Konan Mevel ha Fred Bourgeois. E miz Kerzu, Louis-Marie Seveno a guitaas ar strollad. Loumi en deus krouet ur strollad violoñsoù anvet "Cernunos". Christophe Peloil a gemero e blas. Goude, "l'Essentiel en concert" en bev e voe embannet asambles gant kompil "Tri Yann la légende" (ur bladenn-arc'hant doubl), just war-lerc'h.
- 2000-2001. Jean-Paul Corbineau a ranke kuitaat ar strollad e-pad ur mare eus an 31 a viz Mae 2000 betek miz Genver 2001. E keit-se, e kemeras Bleuñwennn Mevel, – Konan Mevel zo er strollad-se ivez– , Jean-Paul Corbineau. Unan deus ar merc'hed kentañ er strollad-se eo. Mont a reas kuit d'an 19 a viz Genver 2001, goude fest-noz an 30 vloaz. Pedet e vez da ganañ er sonadegoù ur wech an amzer. Goude ez eo aet e strollad "Belshama".
 
- 2001. E 2001, o deus graet an Tri Yann ur bladenn nevez anvet "le Pélégrin", d'ar 16 a viz Genver. Albom "le Pélégrin » a zo pladenn gentañ ar ganerez nevez erruet er strollad. Servijout a ra ivez da verkañ bloavezh 30 vloaz ar skipailh sonerezh-mañ. Fest o 30 vloaz a grogas e miz Genver, hag a gendalc'has a-hed d’ar bloavezh ( war al leurenn 'vel just ). Tremen a rejont er Zénith, e Pariz. Eno ec’h enrolljont "30 ans au Zénith". Enrollet eo ez-vev, hag eo bet graet anezhi ur bladenn arc’hant hag un DVD/VHS.
 
- 2003. Evit o albom nevez, "Marines", graet d'an 22 a viz Gwengolo 2003, o deus choazet kemer ar mor da demm. An danvez-mañ a vo an digarez da gomz diwar-benn morioù ar bed, eus Breizh d’an Antilhez, hag eus ar vartoloded, anavezet pe get. Se 'zo un doare da zougen bri dezho. Reiñ a reas tro d'ar strollad da dremen e Kasino Pariz.
 
- 2004. D'ar 6 ha 7 a viz Gouere 2004, e rejont ur sonadeg e « kêr ar c'hendalc'hioù » e Naoned gant an ONPL, ha bagad Naoned, an EVN ( Ensemble Vocal de Nantes ) ha Bleuñwenn Mevel. Ur bladenn-arc’hant a voe enrollet neuze, "la Tradition symphonique 2" ez-vev.
 
- 2007-2008. Ar 15 a viz Here 2007, e voe enrollet "Abysses", da heul "Marines". Met ar wech-mañ, e komzed eus ar peñseoù edan-vor. Ar CD-se a roas tro d'ar strollad, da dremen en Olympia, e Pariz, d'an 29 e viz Genver 2008.
 
-2010. C’hoant o deus Tri Yann d’ober ur bladenn-arc’hant all a-benn fin ar bloavezh 2010. Titl an albom-se a vo anvet, hervez klevet, "Générations", ma ne vez kudenn ebet.
 
O fladennoù
 
*1972 : Tri Yann an Naoned
*1973 : 10 ans, 10 filles
*1974 : Suite Gallaise
*1976 : la Découverte ou l'Ignorance
*1978 : Urba
*1981 : an Heol a zo glas
*1984 : Café du bon coin
*1985 : Aniverscène (ez-vev)
*1988 : le Vaisseau de Pierre
*1990 : Belle et Rebelle
*1993 : Inventaire (Kompilasion)
*1995 : Portraits
*1995 : Inventaire 2 (Kompilasion)
*1996 : Tri Yann en concert (ez-vev)
*1997 : la Véillée du 3ème millénaire
*1998 : la Tradition Symphonique (ez-vev)
*1999 : l'Essentiel en concert (ez-vev)
*1999 : Tri Yann la légende (Kompilasion, 2 CD)
*2001 : le Pélégrin
*2001 : 30 ans au Zénith (ez-vev, er Zénith e Pariz. Pladenn-arc’hant + DVD/VHS)
*2003 : Marines
*2004 : la Tradition symphonique 2
*2007 : Abysses ( eil lodenn, goude "Marines")
*2010 : Générations ?
 
== Izili ==