Kornog (sonerien) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
==Buhez ar strollad==
E 1980 e rae [[Jamie Mc Menemy]] (bet kaner ha soner [[bouzouki]] er strollad BATTLEFIELD[[Battlefield BANDBand]]) anaoudegezh gant ar violoñser [[Christian Le Maïtre]] hag ar soner [[gitar]] [[Soïg Siberil]]. Dindan an anv Kornog e teuas buan da vezañ ur pevarbenveg pa zeuas ganto ar soner [[fleüt]] a-dreuz eus [[Aodoù-An-Arvor]], [[Jean-Michel Veillon]]. Adalek neuze e vo arouezius son Kornog : ur son nerzhus-tre, ar violoñs hag ar fleüt, gant kenweadurioù kensonel ha mentadurel trivlius gwiadet asambles gant son ar bouzouki hag ar gitar, hag ouzhpenn istorioù dispar Jamie hag e aozadurioù dibar gwerzioù Bro-Skos. Er c'hontrol eus an darn vrasañ eus strolladoù breizhat ar bloavezhioù 80 e voe divizet gant Kornog chom hep mont da son er festoù-noz met son er sonadegoù hepken.
 
Hag evel-se e voe foetet gant ar strollad dre hentoù Bro-C'hall hag Europa ar c'hornog. E-pad o zroiad kentañ er Stadoù-Unanet e vo ken souezhet ha ken entanet an Amerikaned gante ma vo graet un enrolladur "live" e Minneapolis. War-lerc'h e vo teir zroiad all er Stadoù-unanet hag un trede CD ( Ar seizh avel ).