Ellen Johnson-Sirleaf : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot kemmet: id:Ellen Johnson Sirleaf; Kemm dister
Linenn 4:
E penn [[Strollad an Unaniezh]] eo bet hag aet eo da brezidantez goude dilennadegoù dieub ha reizh e [[2005]].
 
== Un ekonomikourez ==
E [[Harvard University|Harvard]] he deus kaset he studioù ha kroget e oa da gemer kargoù e gouarnamant ar vro e [[1970]] pa yeas da Vinistrez an Arc’hant dindan Prezidant [[William R. Tolbert, Jr.|William Tolbert]]. E [[1985]] e klaskas mont da senedourez met a-enep riez ar soudarded e savas hag da chom 10 vloaz en toull-bac’h e voe kondaonet. Dieubet buan e voe avat ha d’an harlu ez eas betek [[1997]]. E-keit-se e labouras evit [[Bank ar Bed]] hag ar [[Citibank]] en [[Afrika]].
 
== Ar brezel sivil ==
Harpañ a reas emsavadeg [[Charles Taylor]] a-enep ar Jeneral [[Samuel Doe]]. Koulskoude e tistagas diouzh Taylor hag ez eas war ar renk a-enepetañ zoken da vare dilennadegoù [[1997]]. Un 10% eus an dud a votas eviti hepken pa yeas 75% eus ar mouezhioù gant Taylor. Stourm a reas evit ma’z afe Taylor kuit avat hag ur roll pouezus a voe ganti e gouarnamant an tremen evit prientiñ an dilennadegoù dieub kentañ. Pa’z eas Taylor kuit e 2003 e tistroas-hi da benn he strollad.
 
== An dilennadegoù dieub ==
D’an dro gentañ ez eas 175,520 mouezh ganti. Rak se ez eas gant an eil dro d’an [[8 Du|8 a viz Du]] da geveziñ ouzh [[George Weah]], bet c’hoarier mell-droad a-vicher. D’an [[11 Du|11 a viz Du]] e voe lavaret gant Bodad Broadel an Dilennadegoù e oa aet ar maout ganti pa oa tost 60% eus ar mouezhioù war he anv.
 
Mrs Johnson Sirleaf zo 4 mab ha 6 bugel-bihan dezhi. « Ar vamm-gozh » e oa bet he lesanv e-pad ar c’houlzad-dilenn.
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.ellenforpresident.org/ Home page of Ellen for President]
 
{{DEFAULTSORT:Jonhson Sirleaf, Ellen}}
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1938]]
[[Rummad:Politikourien Liberia]]
Linenn 40 ⟶ 41:
[[hr:Ellen Johnson-Sirleaf]]
[[hu:Ellen Johnson-Sirleaf]]
[[id:Ellen Johnson- Sirleaf]]
[[io:Ellen Johnson-Sirleaf]]
[[is:Ellen Johnson-Sirleaf]]