Galleg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 56:
==Istor==
 
D’al lïesañ e vez lavaret lar eo an destenn gentañ bet skrivet e proto-c'halleg (pe ''romana lingua'' pe ''roman (yezh)|roman'') ''Serments de Strasbourg'' (Touéadelleu Strasbourg) e 842. Mod all, an taol kentañ ma oe bet kaoz eus ur yezh roman e oe e 813, da geñver sinod Tours. An destenn lennegel kentañ gant ar yezh-se zo bet skrivet tro-dro da 880. Hennezh eo "Séquence de sainte Eulalie", met moaian 'so da lavaret eo bet skrivet an destenn-se e pikareg kentoc'h evit e galleg en gwirionez. Ret lavaret ne servij ket de galz a dra ober un diforc'h etre "Yezh" ha "parlant-bro": n'eus ket moaian da spesiñ an traoù en ur feson krenn ha fur. Er blezbloaz 1539 e lak lezenn Villers-Cotterêts ar galleg Yezh ar Gwir hag ar [[melestradur]].
 
Evit fed an istor ez eus tu da welet pemp stad en emdroadur ar yezh, hag en-deus chañchet a-dammigoù eus ur stumm d'eben (ar skwerioù da heul hor-bo dalc'het skritur ar vollerion. Chañchet eo bet un tammig a-gaost bezañ aesoc'h da lenn). Tuioù all ez eus da zispartiiñ mareoù dishañval emdroadur ar yezh, ha ne'd eo ar re-se ken nemet fesonioù de lavaret e pezh amzer eo bet skrivet un destenn e-keñver stad ar yezh. Ar feson da renkiñ stadoù ar yezh e ganiamp dindan n'eo ket gwraet war ar grammel hepken, met war ar skritur ive: