Ploutarc'hos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: mrj:Плутарх
D Robot kemmet: sv:Plutarchos; Kemm dister
Linenn 1:
{{LabourAChom}}
 
'''Ploutarc'hos''', e [[gresianeg]] Πλούταρχος, pe [[Plutark]] , a oa bet ganet e [[C’heroneia]] (Χαιρώνεια), en [[Aonia]] (pe [[Beotia]]) war-dro ar bloavezh [[46]] ha marvet eno e [[125]], a oa un [[istorour]] gresian.
 
== E vuhez ==
Tud e karg ha pinvidik e oa e dud, ha kaset e voe da studiañ da [[Atena]] . Da gentañ e voe kenteliet diwar-benn [[prederouriezh]] [[Platon]] goude se ez eas da welout skolioù all, ken war ar brederouriezh, ken war ar [[retorik]], ken war ar [[skiantoù]].
Deuet e oa a-benn da vezañ [[keodedour]] eus [[Atena]], ma voe aesoc’h dezhañ beajiñ en-dro d’ar [[Mor Kreizdouarel]]. Da gentañ e weladennas [[Egipt]], goude-se [[Asia Minor]] ha da c’houde [[Roma]].
 
Mignon eo ivez da veur a gargad uhel en [[impalaeriezh]].
[[Lucio Mestrius Florus]], konsul roman, a roas harp dezhañ da zont da vezañ [[keodedour roman]], hag evit e enoriñ eo e kemeras an anv ''Mestrius''.
E-touez e vignoned all e oa tud a bouez evel [[Soscius Senecio]] ha [[Fundanus]], daou senedour en deus dediet dezho darn eus e oberennoù diwezhañ.
 
Hervez ar ''Souda'' e oa bet anvet [[prokulator]] en [[Ac’haia]] e kreisteiz [[ledenez]] ar [[Pelopónnēsos]], en amzer an impalaer [[Hadrian]]. Moarvat ne oa ket bet diefed harp e vignoned.
Distreiñ a reas da C’heronia war-dro 90 hag eno e skrivas ar pep brasañ eus e oberenn.
Beleg [[Apollo]] e oa ivez e [[Delfi]].
 
== E oberenn ==
 
=== Ar Buhezioù keñver ha keñver ===
Ar '''Buhezioù keñver ha keñver''' (e gregach Βίοι Παράλληλοι / Bíoi Parállêloi) a zo enne 50 buhez, 46 anezhe kinniget dre ziv, o lakaat ur [[Gresian]] hag ur [[Roman]] tal ouzh tal (evel [[Tezeus]] ha [[Romulus]], [[Alesant Veur]] ha [[Julius Caesar]], [[Demostenes]] ha [[Cicero]]).
 
E dibenn pep daouad peurvuiañ e teu ur pennad berr (σύγκρισις / súnkrisis) da geñveriañ an daou zen. Kollet eo bet an daouad kentañ a oa diwar-benn [[Epaminondas]] ha [[Scipio]].
E-touez ar buhezioù all emañ re [[Artaxerxes]] an Eilvet, [[Aratos]], hag an eizh buhez caesared, adalek [[Aogust]] betek [[Vitellius]].
 
Al levr-se eo an hini brudetañ diwar zorn Ploutarc’hos. Meulet eo bet gant [[Montaigne]], ha bet [[Shakespeare]] o klask e-barzh danvez meur a bezh-c’hoari.
 
E buhez Alesant e kaver meneg eus darvoudoù n’int ket bet kontet gant den ebet all. E buhez ar roue roman [[Numa Pompilius]] ez eus displegadennoù talvoudus diwar-benn an [[deiziadur roman]].
 
=== Ar Moralia ===
Ar '''Moralia''' zo anezho un 230 skrid savet diwar-benn a bep seurt, met n’eus nemet 79 a zo deuet betek ennomp. N’eo ket Ploutarc’hos e-unan a roas an anv–se dezho, met ur [[manac’h]] bizantat [[Máximo Planudes]], a zastumas en XIII-vet kantved un toullad skridoù strewet amañ hag ahont. Skrivet int diwar-benn :
* · reoliañ an doare-bevañ : ''De virtute morali, De virtute et vitio, De laude ipsius, De garrulitate, De vitando aere alieno, De adulatore et amico, De amicorum multitudine'', tammoù eus al ''Lizher diwar-benn ar vignoniezh'', ''Amatorius, Praecepta coniugalia, Consolatio ad uxorem, De fraterno amore'';
* · politikerezh : ''Praecepta gerendae rei publicae, Ad principem indoctum, An seni res publica gerenda sit'';
* · prederouriezh ha skiant : -''Platonicae quaestiones, De anima- -De facie in orbe lunae, De primo frigido-,-De Stoicorum repugnantibus, De communibus notitiis adversus Stoicos, Non posse suaviter vivi secundum Epicurum, De latenter vivendo'';
* · diwar-benn [[Doueoniezh]] : ''De E apud delphos, De Pythiae oraculis, De defectu oraculorum, De sera numinis vindicta, De Iside et Osiride, De Daedalis Plataeensibus,''
* · diwar-benn loenedoniezh: ''Bruta animalia ratione uti, De sollertia animalium, De esu carnium I-II'' ;
* · diwar-benn ar sevel-bugale (hervezañ eo diazezet an deskadurezh war an deskiñ lenn ha skrivañ ha kompren bed ar vugale) : ''De audiendis poetis, De audiendo'';
* · diwar-benn skrivagnerien : ''Commentarii in Hesiodum, Quaestiones in Arati signis'', ha ne chom nemet tammoù anezho, ''De comparatione Aristophanis et Menandri epitome, De Herodoti malignitate, De mulierum virtute'', dastumad darvoudoù istorel, ''Aetia Romana, Aetia Graeca'';
* · diwar-benn an istor : ''De Alexandri Magni fortuna aut virtute, De fortuna Romanorum, De gloria Atheniensium'';
* · a bep seurt evel ''An virtus doceri possit, De fortuna,'' pe nav levrenn ar c’h-''Quaestiones Conviviales'', an oberenn fetisañ, diwar-ur banvez a vez kaoz ennañ a bep seurt traoù ; ''Septem Sapientium Convivium'', ma weler ar seizh fur kozh o kaozeal hag o tispakañ o lavaredennoù brudet ;
 
 
[[Rummad:Marvioù 125]]
Linenn 94 ⟶ 93:
[[sl:Plutarh]]
[[sr:Плутарх]]
[[sv:PlutarkosPlutarchos]]
[[ta:புளூட்டாக்]]
[[th:พลูทาร์ค]]