Jean-Michel Veillon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
| skeudenn =
| alc'hwez =
| ganet = e [[{{Deiziad|16|Mae|1959]]}}
| lec'h gan = [[Frehel]]
| marv =
Linenn 20:
 
 
'''Jean-Michel Veillon''' ur soner [[breizhat]], ganet e [[Frehel]] ([[Aodoù an Arvor]]) ed'ar 16 a viz [[Mae]] [[1959]], ha deuet da chom gant e zaou vugel da-gichen [[Lannuon]].
 
Graet en deus e studioù e skolaj [[Lambal]], e lise [[Dinan]] hag e skol-veur [[Roazhon]]. Da unnek vloaz e krogas '''Jean-Michel''' da seniñ [[bombard]] ha da zañsal [[dañsoù Breizh]], setu perak ez eo bet kroget da seniñ er [[festoù-noz]], met goude gant an amzer en deus dizoloet eñ ar [[fleüt-treuz]] e koad ( ur [[fleüt]] implijet dreist-holl e [[Bro-Iwerzhon]] d'ar mare-se), en ur silaou diouzh [[The Chieftains]] (ur strollad sonerezh iwerzhonat bet krouet e [[1962]] brudet evit o sonerezh hengounel ). Plijout a rae kalz dezhañ ar sonerezh-mañ, met kentoc’h c’hoazh ar fleüt a-dreuz, evel ma vez c’hoariet gant [[Matt Molloy]]. Dont a reas buan da vezañ ar soner kentañ da c'hoari e venveg e sonadegoù pe [[festoù- noz]]. Setu perak ez eo bet kinniget dezhañ seniñ gant strolladoù sonerezh ([[Galorn]], [[Kornog]]). Adalek neuze ez eo kroget gantañ da veajiñ er broioù estren : [[Iwerzhon]], [[Bro-Spagn]], [[Belgia]], [[Bro-Alamagn]], [[S.U.A]] (…) ha memes e [[Sina]]. Bremañ e tenn Jean-Michel e donioù sonerezh d'un doare hengounel breizhat da c'hoari [[fleüt]], met klevet e vez ivez en e [[sonerezh]] ur stil o tont eus broioù ar reter ( [[Turkia]], [[Iran]], [[India]], [[Sina]]).