Tour-tan Enez Werc'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
klokaat
Linenn 12:
}}
 
'''Tour-tan Enez-Werc'h''' zo un [[tour-tan]] savet war [[Enez Werc'h]] dirak aod Lilia, e [[Plougerne]].
Tour-tan uhelañ [[Europa]] eo [[Tour-tan Enez-Werc'h]] dezhañ uhelder 80 m. Enaouet eo bet d'ar [[1añ a viz Meurzh]] [[1902]]. Stumm ar [[kranenn|granenn]] a zo dezhañ. Evit degas muioc'h a [[surentez]] evit ar bagoù eo bet klasket sevel an tour-tan a zo bet e-touezh ar re gentañ o resev un goulaouadur pourvezet gant an [[tredan]]. Pa oa an tredan efedusoc'h eget ar goulou dre [[eoul]] e klaskas ijinourien an tourioù-tan sevel tourioù an uhelañ posubl. An tour-tan a oa bet savet e [[1845]] ha 35 m uhelder dezhañ a zo lezet e-kichen an tour nevez.
 
Daou dour-tan zo e gwirionez war an enezennig. Unan a oa bet savet e [[1845]], dezhañ 35 metr uhelder, a oa bet en implij en {{XIXvet kantved}}. Unan all a voe savet etre [[1896]] ha [[1902]], hag enaouet e oa bet d'ar [[1añ a viz Meurzh]] [[1902]]. Uhelañ tour-tan Europa eo, gant un uhelder a 85,5 metr<ref>[http://www.finistere.developpement-durable.gouv.fr/article.php3?id_article=553 Site de la DDE]</ref> hag an hini uhelañ er bed e-touez an tourioù-tan savet gant mein-benerezh. Gwelet e vez e c'houloù war-hed 50 km tro-war-dro. Stumm ur [[kranenn|granenn]] a zo dezhañ en diavaez. Evit mont betek al lein ez eus 397 a bazennoù. Gweladenniñ anezhañ a c'haller ; evit se e ranker mont da Enez Werc'h gant ur vag, nemet e c'haller mont war droad eus an douar-bras d'an enezenn pa vez reverzhi vras.
 
Tredanaet e oa bet e [[1956]]. Ur gward a oa betek an 29 a viz Here [[2010]]. Abaoe ez eo renet a-bell, en un doare emgefre, eus [[tour-tan ar C'hreac'h]] en enez [[Eusa]].
 
==Notennoù==
<references/>
 
[[Rummad:Plougerne]]