Morlaer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D [r2.5.2] Robot ouzhpennet: my:ပင်လယ်ဓားပြ; Kemm dister
Linenn 6:
Un danvez a awen eo chomet ar vorlaeron e-barzh ar romantoù troioù-kaer.
 
== '''Istor ar morbreizherezh''' ==
[[Skeudenn:Pirate Flag of Rack Rackham.svg|thumb|left|250 px|right|Banniel [[Jack Rackham]].]]
E-pad prantadoù zo e oa bet ar morbreizherezh, graet anezhañ '''morlaerezh''' ivez, en e barr. E dibenn ar Iañ kantved kent JK, er [[mor Kreizdouar]], hag en XVIIIvet kantved, er [[mor Karib]] hag er [[meurvor Indez]]. Tamm ha tamm ez eas ar vorlaeron diwar-wel er c'hornadoù-se a-drugarez da efedusted ar morluioù Stad o kreñvaat.
Linenn 18:
Er [[Mor Karib]] e-pad an [[oadvezh arnevez]] e veze diforc'het ar [[boukaner|voukanerion]] diouzh ar [[flibister]]ion.
 
== '''Aozadur kevredigezhel''' ==
[[Skeudenn:Morgan,Henry.jpg|thumb|left|180px|[[Henry Morgan]]. E [[1671]] e preizhas hag e tangwallas Morgan kêr [[Panama]] – an eil brasañ kêr er Bed Nevez spagnat d'ar mare-se.]]
Kontrol d'ar pezh a vez deskrivet er filmoù ne oa ket kalz a vorlaeron o tebriñ o gwalc'h pe o tont da vout pinvidik. Dre berzh o doare bevañ e varve lod vrasañ anezho e kerz an emgannoù pe ar c'hannoù diabarzh. Lod all a veze krouget.
Linenn 34:
Neoazh ne selle ar gizioù a gevatalder-se nemet ouzh un nebeut rannoù buhez ar vorlaeron ha ne skañvaent ket rustoni o stuzioù da vat.
 
== '''Morbreizherezh a-vremañ ''' ==
[[Skeudenn:Faina_highjacked.jpg|thumb|350px|Bourzhiad ha morlaeron al lestr Faina, taget e-tal aodoù Somalia]]
Dre ar bed e oa bet renablet, e [[2009]], gant ar BEM ([[Burev Etrebroadel ar Mor]]), 406 darvoud, 153 lestr arsailhet, 49 distroet ha 120 dindan tennoù morlaeron. Kemeret e voe 1052 ezel bourzhiad da c'houestlidi ha niverennet e voe 68 den gloazet hag 8 lazhet. Biz [[Afrika]] a hollad e-unan-penn 217 darvoud. An tagadennoù a c'hoarveze e [[pleg-mor Aden]] betek-henn a zegouezh bremañ er [[meurvor Indez]] ha betek 1000 milmor diouzh aodoù [[Somalia]].
Linenn 52:
Pa oa bet taget gant morlaeron somalian d'ar [[15 a viz Du]] [[2008]] eo deuet ar [[Sirius Star]] da vout lestr brasañ an istor a-vremañ bet tapet gant morlaeron.
 
=== '''Ar vorbreizherezh hag ar gwir etrebroadel ''' ===
 
War dachenn ar [[gwir etrebroadel]] e tremen ar vorbreizherezh da skouer koshañ implij ar varnerezh hollvedel. Preizhañ al listri e keinvor, stoc'hañ an hentoù kenwerzh pe lakaat an eskemmoù morel en arvar a dremene da ''hosti humanis generis'' (torfedoù a-enep d'an denelezh) evit ar Stadoù emveliek. Dre ma oa ar vorbreizherezh, dre dermenadur, graet diouzh ar barnerezhioù broadel, e rae ur saviad lezennel dibaot ar fed e veze loc'het an obererezhioù barnerezhel a-enep d'ar vorlaeron gant ar Stadoù emveliek.
Linenn 58:
En e bleustrad ''De officiis'' e tisplege [[Cicero]] endeo ne zlee ket ar morlaer, evel « enebour an holl » (''communis hostis omnium''), bout gwelet evel un enebour reizh a vezer ret kaout doujañs dezhañ. E-giz-se, hervez ar prederour roman, ne oa ket ret bout den d'e c'her ha tu a oa terriñ e le ganto.
 
=== '''Kenemglev ar Broadoù Unanet war gwir ar mor''' ===
 
Er melladoù 100 ha 101 e vez kaoz eus ar vorbreizherezh. Setu bommoù anezho :
Linenn 110:
[[lt:Piratavimas]]
[[mk:Пиратство]]
[[my:ပင်လယ်ဓားပြ]]
[[nl:Zeerover]]
[[nn:Sjørøvar]]