Wessex : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18:
|Gouarnamant_type = Monarkiezh
}}
 
 
 
 
Rouantelezh '''Wessex''' a oa unan eus ar seizh rouantelezh angl-ha-saoz eus deroù ar grennamzer, a badas eus ar [[VIvet kantved|VI{{vet}}]] betek an {{IXvet kantved}} ; a-raok ma oa savet rouantelezh [[Bro-Saoz]] end-eeun. Dont a ra hec'h anv eus ''West'' ha ''Saks'' (Saoz) (evel ma teue [[Essex]] eus ''East'' ha saoz, ha [[Sussex]] eus ''South'' ha saoz). War aodoù kreisteiz ha mervent Enez [[Preden]] e oa savet. Aloubiñ a reas ar rouantelezhioù angl-ha-saoz all ([[Mersia]], [[Anglia ar reter]], hag ar re all) kement ha ken bihan ma teuas da vezañ mestr war douaroù an holl Saozon ha ma teuas da vezañ rouantelezh [[Bro-Saoz]].
 
 
Goude bezañ deuet da vezañ ur gontelezh e ez eas da get '''Wessex''' evel framm politikel en XI{{vet}} kantved. Hiziv an deiz e teu meiziad '''Wessex''' war an dachenn bolitikel en-dro rak lod a fell dezho krouiñ ur rannvro anvet evel-henn war an dachenn a oa dindan ar rouantelezh eus ar [[Krennamzer|Grennamzer]].