Arabed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11:
An [[arabeg]], yezh an Arabed, zo ur [[yezhoù semitek|yezh semitek]], a veze kaozeet da gentañ e ledenez [[Arabia]]. Alese ez eo bet ledet e-touez meur a bobl eus kornôg Azia ha hanternoz Afrika, o deus degemeret ar yezh-se ha cheñchet yezh, ha bremañ e vez graeet Arabed anezho. An arabekaat-se zo bet ur pezh kemm evito alies, a-fet sevenadur, ha c’hoarvezet eo war un dro ma oant o treiñ da [[Islam|vuzulmiz]] alies.
[[Skeudenn:Arabic speaking world.svg|thumb|200px|right|Ar broioù ma’z eo an arabeg ar yezh ofisiel nemeti (gwer) pe unan eus ar yezhoù ofisiel (glas).]]
[[Skeudenn:Arab world.png|thumb|200px|left|Emled an arabeg er broioù izili eus [[Kevre ar Stadoù Arab]] : e gwer teñval an tachennoù ma’z eo an arabeg yezh ar muiañ-niver ; e gwer sklaer ar rannvroioù ma n’eo ket an arabeg yezh ar muiañ-niver ; hag ar broioù livet e gwer gant roudennoù zo broioù ma ne vez komzet arabeg nemet gant ur bihan-niver.]]
[[File:Arabic Language.PNG|thumb|200px|left|Tachennoù ma vez komzet [[arabeg]] gant ar muiañ-niver eus an dud.]]
 
==Emled an Arabed==
Hiziv en em leled darar "bed arab" war un dachenn vras, tost da 14 000 000 km², etre ar [[Meurvor Atlantel]] er c’hornôg ha [[Mor Arabia]] er reter. Komzet e vez [[yezhoù arabek]] en holl vroioù-se gant 300 milion a dud.
 
Ouzhpenn-se ez eus milionoù a Arabed (etre 30 ha 50 milion) o vevañ er bed a-bezh. Bez ez int tud genidik pe bugale tud genidik eus ar broioù arab. Ouzhpenn an hanter eus an [[diaspora]] arab-se zo o vezañ e Suamerika. E kornôg Europa hag e Norzhamerika ez eo niverus an Arabed ivez.