Lucas Cranach an Henañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D kemmadurioù
D [r2.5.2] Robot kemmet: da:Lucas Cranach den ældre; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:Lucas_Cranach_d._Ä._063.jpg|thumb|200px|right|Poltred Lucas Cranach kozh da 77 vloaz, savet gant e vab [[Lucas Cranach yaouank]]]]
'''Lucas Müller''', lesanvet '''Lucas Cranach kozh''', ([[4 a viz Here]] [[1472]] e [[Kronach]] - [[16 a viz Here]] [[1553]] e [[Weimar]]) a oa ul livour hag un engraver eus an [[Azginivelezh]] alaman. Diwar anv e gêr c'henidik e teu e lesanv. Tad [[Lucas Cranach yaouank]] ([[1515]]-[[1586]]) e oa.
 
== E vuhez ==
Etre [[1501]] ha [[1504]] e veajas e traoñienn ar stêr [[Danav]] betek [[Vienna]], hag eno e tarempredas meur a lennegour. Hans Cranach ([[1503]]-[[1537]]), e dad, a gelennas dezhañ.<ref>Dictionnaire de l'art et des Artistes, 1982 (Fernand Hazan)</ref> Taolennoù levezonet gant ar relijion a livas d'ar mare-se (''Sant-Hieronymus'' - 1502, Kroazstagadur - [[1503]], An ehan e-pad an dec'hadenn da Egipt - 1504) hag ur poltred, « Poltred Cuspinian hag e wreg » — ul lennegour a Vienna — e [[1504]].
 
D'ar mare-se e oa damheñvel e oberennoù ouzh re [[Albrecht Dürer]] ha re [[Albrecht Altdorfer]] : gweledvaoù birvilh enno, livioù flamm, leun a vunudoù hag a arouezioù, tudennoù taolennet pizh, dezho neuzioù kevrinus.
 
E [[Wittenberg]] en em stalias e [[1505]] hag e teuas da vezañ livour lez ar priñs-dilenner Friedrich ar Fur a Sachsen. Noplaet e voe e [[1509]]. Ouzhpenn lakaat anezhañ da sevel sternioù-aoter ha poltredoù e felle d'e warezerien kaout peadra da ginklañ o ziez, neuze e kemmas doare da labourat. Aozañ a reas ur stal-labour, enni e labouras gant e zaou vab.<ref name="art58">Les grands maitres de la Renaissance allemande de Dürer à Holbein, ''Cranach l'Ancien, un parcours singulier'', Les dossiers de l'Art, niv. 148, p 58</ref>. Azalek ar mare-se e tilezas e zoare da livañ hag e tostaas ouzh ar vanieregezh : hiroc'h ha gwevnoc'h e teuas ar stummoù da vezañ, an tudennoù o doe ur perzh brasoc'h keñveriet gant hini o endro, kenaozet pizh eo an doare m'en em zalc'hont, koulz hag o dilhad. Arbennigourien zo a gav ez eo ar c'hemm-se penn-kentañ un diskar az eas war greñvaat goude [[1525]], re all a gav dezho ez voe talvoudus ar pezh a savas etre [[1505]] ha [[1525]], daoust m'eo disheñvel-tre diouzh ar pezh a reas pa oa e [[Vienna]]<ref name="Vaisse">Pierre Vaisse, Pennad ''Cranach l'Ancien'', Encyclopaedia Universalis, DVD, 2007</ref>.<br />
Dre ma'z ae war eeunaat e oberennoù e voe aesoc'h dezhañ eilañ anezho en e stal-labour<ref name="art58"/>.Ur pimpatrom plac'h stilizet a grouas neuze, diazezet war bennaennoù ne oant ket klasel tamm ebet. Ar pimpatrom-se, skeudennet peurliesañ dre wagennadoù mistr (''Nimfenn ouzh un eienenn'', 1518 ; ''Lukres'',1532) a vez displeget alies evel ur badusted eus an arz gotek pe evel un doare da dostaat ouzh ar vanieregezh<ref name="art58"/>. Dre e implij eus al livioù hag eus al linennoù kildroennek e teu oberennoù Cranach da vezañ hoalus<ref name="Vaisse"/>. <br />
En e daolenn ''Gwener'' ([[1529]]) e livas Cranach un tem klasel eus an Azginivelezh, hag ec'h ouzhpennas kalz a orgederezh ennañ. En he noazh emañ Gwener evel m'eo dleet, hag ur plac'h yaouank eo. Un dro-c'houzoug he deus evel ma vije ur serc'h, ha gant ur biz e tiskouez he forzh en ur sellout ouzh an arvesterien en un doare lorbus. An endro a denn da hini Alamagn ar mare-se<ref>Les grands maitres de la Renaissance allemande de Dürer à Holbein, p. 59</ref>.
 
Er memes mare e kejas gant [[Martin Luther]] e [[Wittenberg]]. Mignoned e teujont da vezañ, ha Cranach a savas meur a boltred eus Luther. Sevel a reas Cranach a-du gant mennozhioù Luther, ha meur a daolenn a reas a oa stag ouzh pennaennoù an Disivoud, ha tennet eus an testamant kozh pe eus an hini nevez. Poltredoù ha taolennoù relijiel a livas ivez, hag en [[Europa]] a-bezh e voe brudet. Azalek [[1525]] e labouras muioc'h hag e voe sikouret gant e vibien, Hans ha [[Lucas Cranach yaouank]] o anv.
 
Perc'henn e oa war ur stal apotikerezh hag un ti-moullañ, ha teir gwech e voe dilennet da vourkmestr
 
Yann-Friedrich a voe prizoniet goude emgann [[ Mühlberg]]. Cranach a heulias anezhañ etre [[1550]] ha [[1552]], ha goude-se e tistroas da [[Weimar]]. Eno e varvas bloaz goude, goude bezañ savet ouzhpenn 400 oberenn. E vibien a gendalc'has neuze gant e stal.
 
== Oberennoù ==
[[Skeudenn:Lucas Cranach d. Ä. 071.jpg|thumb|right|''Gwener'' (1532), Das Städel Museum, Frankfurt]]
* ''Kroazstagadur'', 1500, (Kunsthistorisches Museum, Vienna)
* ''Kroazstagadur'', 1503, München.
* ''Diskuizh ar familh santel'', 1504 eoullivadur war goad, 70,7 X 53. Berlin, [[Staatliche Museen]], [[Gemäldegalerie (Berlin)|Gemäldegalerie]].
* ''Adam hag Eva'', 1531, (117 x 80,5)
* ''Kroazstagadur'', 1538, Art Institute of Chicago
* ''Ar varnadenn ziwezhañ'', Pariz, [[Mirdi al Louvre]]
* ''Merzherinti Santez Katell''
* ''Ar badeziant''
* ''Gwener en ur gweledva'', 1529, ([[Mirdi al Louvre]])
* ''Poltred ur plac'hig'', (1524-1530) (Mirdi al Louvre)
* ''Priñsezed Sachsen, Sibylle, Emilia ha Sidonia'' (1530-1535) ([[Kunsthistorisches Museum]], [[Vienna]])
Linenn 34:
* ''An Iliz wirion hag an hini faos'', 1546 (pe 1547)
 
== Levrlennadur ==
* ''Les peintures de Lucas Cranach'' Max J. Friedlaender ha Jakob Rosenberg, Flammarion, 1978.
* Abadenn: ''Les dernières hallucinations de Lucas Cranach L'Ancien'', gant Patrick Bonté ha Nicole Mossoux, Tilburg, 1991.
 
== Galerie ==
<gallery>
Image:Albrecht-von-Brandenburg-2.jpg|Poltred Albrecht von Brandenburg
Linenn 46:
Image:Lucas Cranach d. Ä. 052.jpg|Poltred ur briñsez a Sachsen
Image:Lucas Cranach d. Ä. 056.jpg|Poltred ur priñs a Sachsen
Image:Lucas_Cranach_d._Ä._039b.jpg|Priñsezed Sibylla, Emilia ha Sidonia<br />(tro [[1535]])
|Melancolie
Image:Lucas Cranach d. Ä. 004.jpg|An oad arc'hantet
Linenn 56:
{{commons|Category:Lucas Cranach d. Ä.|Lucas Cranach gozh}}
 
== Notennoù ==
<references />
 
Linenn 68:
[[ca:Lucas Cranach el Vell]]
[[cs:Lucas Cranach starší]]
[[da:Lucas Cranach den Ældreældre]]
[[de:Lucas Cranach der Ältere]]
[[en:Lucas Cranach the Elder]]