C'hoarezed Goadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Gwendal (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Ar C'hoarezed Goadeg''' a oa teir c'hoar eus [[Poher]] a gane e brezhoneg er festoù-noz dreist-holl. O anvioù a oa : Maryvonne ([[1900]]-[[1983]]), Anasthasie († [[1998]]) hag Eugénie († [[18 Genver|18 a viz Genver]] [[2003]]). Kanerezed hengounela hengoun a oa anezhe, ha deuet e oant da vout brudet-bras da vare ''revival'' sonerezh Breizh er bloavezhioù [[1960]]-[[1970]]. Poulzet e oant bet gant [[Alan Stivell]], da gentañ penn.
 
Er penn kentañ e kanent [[sonioù a-boz]] ha [[gwerz|gwerzioù]]. Goude o doa en em lakaet d'arda c'hanganañ da lakaat an dud da zañsal ivez, o kinnig o sonerezh o-unan (e teir mouezh) eushervez doareoù ar [[kan-ha-diskan|c’han-ha-diskan]].
 
Echuet eo bet gant o zrio e [[1983]], pa oa marv Maryvonne, mes adkroget he doa Eugénie da ganañ ha da enrollañ gant he merc'h [[Louise Ebrel]] en [[1994]].
Bez’ e oa ar C’hoarezed Goadec un triad teir c’hoar hag a oa kanerezed kan-ha-diskan ha gwerzioù, brudet-bras e Breizh e-pad ar bloavezhioù ’70. Ganet int bet o-zeir e Trefrin e bro Garaez.
 
Buhez hag red arzour ar c'hoarezed Goadeg :
== Pladennoù ==
 
Maryvonne, Anasthasie (lesanvet Tazi) hag Eugénie Goadeg a zo ganet e penn kentañ an 20vet kantved e Treffin .
Desket o deus ar c'han-ha-diskan gant o zud pa oant yaouank, hag int da ganañ er gêr, en iliz, en ur labourat … Hag ar c'hoarezed Goadeg d'ober festoù-noz e Treffrin, tal kichen Karaez, e-lec'h ez int ganet.
Goude-se, e voe dispatiet an teir c’hoar dre o labour hag ar redioù familh, dimezioù hag all. E 1956 ec’h adkrogas ar festoù-noz hag e voent brudet muioc'h-mui e-mesk a dud a ya da zañsal enne. Asantiñ a rejont neuze da adstummañ an triad, ha da gas festoù-noz en-dro adarre, ha ken brudet e teuont da vezañ ma vezent pedet bep dibenn-sizhun da ganañ er festoù-noz. Kejañ a reojnt gant Alan Stivell a oa krog d'ar mare-se da vezañ brudet eñ ivez dre ar bed e dibenn ar bloavezhioù ‘60. Dont a rejont da vezañ mignoned, hag int da gemer perzh e Festival Kertalg e 1972 ha 1973. Er gourfest-mañ e oa bet ur bern strolladoù anavezet mat er bloavezhioù ‘70 evel : « Les Leprechauns » , « René Werneer » pe « Happy Traum ». E-kerzh Festival Kertalg e 1973 e kanjont Eliz Iza (Enez Eusa) asambles gant Alan Stivell ouzh an delenn. Er bloavezh-se ez ejont ivez da ganañ da vBobino en un abadenn.
Kejañ a rejont ivez evit ur bern dastumerien hag ur bern kanerien, en o zouez Claudine Mazeas, Donatien Laurent, Albert Trevidig, Alan Stivell, Yann-Fañch Kemener, Daniel Lhermine, hag all…
Kendelc'her a rejont da ganañ e festoù-noz un tamm e pep lec'h dre Vreizh.
Un dra farsus a-walc'h diwar o fenn : ret e oa da aozerien ar gouelioù kas ha degas anezhe eus ar gêr a-benn kaout anezhe da ganañ.
Kendelc'her a rejont da ganañ er festoù-noz betek marv Marivon e 1983. Mervel a reas Anastasie e 1998.
Asantiñ a reas Eugénie da adkregiñ da ganañ gant he merc’h Louise Ebrel e 1994 da geñver he pempvet deiz-ha-bloaz ha pevar-ugent. Savet o deus da heul ur bladenn anvet anvet « Gwerzioù ».
E miz kerzu 1997, e voe pedet Eugenie Goadeg ha Louise Ebrel gant Yann-Fañch Kemener da geñver e 25vet bloavezh leurenn, hag an holl selaouerion d'ober ur youc’hadeg en enor da Eugénie.
D'an 18 a viz Genver 2003 e varvas Eugénie Goadeg.
 
Chom a raio brudet bepred an triad-mañ.
 
===Kanaouennoù ar C’hoarezed Goadeg===
*An tad-moualc’h kozh ; Ar C’hoarezed Goadeg
*Al lez-vamm ; Ar C’hoarezed Goadeg
*An daou bichon yaouank ; Ar C’hoarezed Goadeg
*An daou bichon yaouank ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*Ar martolod faro; Ar C’hoarezed Goadeg
*Ar plac’h dimezet fall ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*Ar plac’h div wech euredet ; Ar C’hoarezed Goadeg
*Ar sorserez ; Ar C’hoarezed Goadeg
*Ar vagerez ; Ar C’hoarezed Goadeg
*Ar varc’hadourien spilhoù – dañs Kernev ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*Ar varc’hadourien spilhoù – dañs plin ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*Ar verjelenn ; Ar C’hoarezed Goadeg
*Ar verjelenn – E garnizoñ laluroñ, dañs plin ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*Ar yar en gor ; Ar C’hoarezed Goadeg
*Deus ganin-me d’am bro ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*Dilhad ar pried marv ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*Eliz Iza (Enez Eusa) ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*Feunteun a Wazhaleg (Wasadeg) ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*Janedig ar Rouz ; Ar C’hoarezed Goadeg
*Koñskried Sant-Nikolaz ; Ar C’hoarezed Goadeg
*Ma zad ma mamm o doa madoù – Dañs ar podoù fer ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*Margodig La Boissière ; Ar C’hoarezed Goadeg
*Pachpi ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*Perinaig Lannuon ; Ar C’hoarezed Goadeg
*Un ti bihan lein ar menez –tamm-kreiz plin ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*War bont an Naoned ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*War un enez e-kreiz ar mor – tamm-kreiz ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
 
=== Pladennoù ===
*[[1972]] ''Ar C'hoarezed Goadec'' (mouez-Breiz n°30370 G.U)
*[[1973]] ''À l'Olympia'' (Chant du Monde LDX 74 535, adembannet ene 1997en CD '' enrollet dirak an dud'') gant Le Chant du Monde.
*[[1975]] ''Mouezioù brudet a Vreiz, Les Voix légendaires'' (adembannet en CD)
*[[1989]]? 2 ditl war ''Les sources du Barzaz Breiz aujourd'hui''
*[[1990]] Ar C’hoarezed Goadeg, Mouezhioù brudet a Vreizh, Keltia Musique
*[[1994]] Louise Ebrel, Eugénie Goadec ''Gwrizioù''