C'hoarezed Goadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
 
Maryvonne, Anasthasie (lesanvet Tazi) hag Eugénie Goadeg a zo ganet e penn kentañ an 20vet kantved e Treffin .
Desket o deus ar c'han-ha-diskan gant o zud pa oant yaouank, hag int da ganañ er gêr, en iliz, en ur labourat … Hag ar c'hoarezed Goadeg d'ober festoù-noz e [[Treffrin]], tal kichen [[Karaez]], e-lec'h ez int ganet.
Goude-se, e voe dispatiet an teir c’hoar dre o labour hag ar redioù familh, dimezioù hag all. E 1956 ec’h adkrogas ar festoù-noz hag e voent brudet muioc'h-mui e-mesk a dud a ya da zañsal enne. Asantiñ a rejont neuze da adstummañ an triad, ha da gas festoù-noz en-dro adarre, ha ken brudet e teuont da vezañ ma vezent pedet bep dibenn-sizhun da ganañ er festoù-noz. Kejañ a reojnt gant Alan Stivell a oa krog d'ar mare-se da vezañ brudet eñ ivez dre ar bed e dibenn ar bloavezhioù ‘60. Dont a rejont da vezañ mignoned, hag int da gemer perzh e [[Festival Kertalg]] e 1972 ha 1973. Er gourfest-mañ e oa bet ur bern strolladoù anavezet mat er bloavezhioù ‘70 evel : « [[Les Leprechauns]] » , « [[René Werneer]] » pe « [[Happy Traum]] ». E-kerzh Festival Kertalg e 1973 e kanjont [[Eliz Iza (|Enez Eusa)]] asambles gant [[Alan Stivell]] ouzh an delenn. Er bloavezh-se ez ejont ivez da ganañ da vBobino en un abadenn.
Kejañ a rejont ivez evit ur bern dastumerien hag ur bern kanerien, en o zouez [[Claudine Mazeas]], [[Donatien Laurent]], [[Albert Trevidig]], Alan Stivell, [[Yann-Fañch Kemener]], [[Daniel Lhermine]], hag all…
Kendelc'her a rejont da ganañ e festoù-noz un tamm e pep lec'h dre Vreizh.
Un dra farsus a-walc'h diwar o fenn : ret e oa da aozerien ar gouelioù kas ha degas anezhe eus ar gêr a-benn kaout anezhe da ganañ.
Linenn 49:
*Un ti bihan lein ar menez –tamm-kreiz plin ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*War bont an Naoned ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
*War un enez e-kreiz ar mor – [[tamm-kreiz]] ; Les Sœurs Goadeg –enregistrement public
 
=== Pladennoù ===