C'hoarezed Goadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 12:
Desket o deus ar c'han-ha-diskan gant o zud pa oant yaouank, hag int da ganañ er gêr, en iliz, en ur labourat … Hag ar c'hoarezed Goadeg d'ober festoù-noz e [[Trefrin]], tal kichen [[Karaez]], e-lec'h ez int ganet.
Goude-se, e voe dispatiet an teir c’hoar dre o labour hag ar redioù familh, dimezioù hag all. E 1956 ec’h adkrogas ar festoù-noz hag e voent brudet muioc'h-mui e-mesk a dud a ya da zañsal enne. Asantiñ a rejont neuze da adstummañ an triad, ha da gas festoù-noz en-dro adarre, ha ken brudet e teuont da vezañ ma vezent pedet bep dibenn-sizhun da ganañ er festoù-noz. Kejañ a reojnt gant Alan Stivell a oa krog d'ar mare-se da vezañ brudet eñ ivez dre ar bed e dibenn ar bloavezhioù ‘60. Dont a rejont da vezañ mignoned, hag int da gemer perzh e [[Festival Kertalg]] e 1972 ha 1973. Er gourfest-mañ e oa bet ur bern strolladoù anavezet mat er bloavezhioù ‘70 evel : « [[Les Leprechauns]] » , « [[René Werneer]] » pe « [[Happy Traum]] ». E-kerzh Festival Kertalg e 1973 e kanjont [[Eliz Iza|Enez Eusa]] asambles gant [[Alan Stivell]] ouzh an delenn. Er bloavezh-se ez ejont ivez da ganañ da vBobino en un abadenn.
 
Kejañ a rejont ivez evit ur bern dastumerien hag ur bern kanerien, en o zouez [[Claudine Mazeas]], [[Donatien Laurent]], [[Albert Trevidig]], Alan Stivell, [[Yann-Fañch Kemener]], [[Daniel Lhermine]], hag all…
Kendelc'her a rejont da ganañ e festoù-noz un tamm e pep lec'h dre Vreizh.
Un dra farsus a-walc'h diwar o fenn : ret e oa da aozerien ar gouelioù kas ha degas anezhe eus ar gêr a-benn kaout anezhe da ganañ.
Kendelc'her a rejont da ganañ er festoù-noz betek marv Marivon e 1983. Mervel a reas Anastasie e 1998.
Asantiñ a reas Eugénie da adkregiñ da ganañ gant he merc’h [[Louise Ebrel]] e 1994 da geñver he pempvet deiz-ha-bloaz ha pevar-ugent. Savet o deus da heul ur bladenn anvet anvet « Gwerzioù ».
 
E miz kerzuKerzu 1997, e voe pedet Eugenie Goadeg ha [[Louise Ebrel]] gant Yann-Fañch Kemener da geñver e 25vet bloavezh leurenn, hag an holl selaouerion d'ober ur youc’hadeg en enor da Eugénie.
D'an 18 a viz Genver 2003 e varvas Eugénie Goadeg.