Konomor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
 
==E anv==
Tostaat a c'haller e anv eus an anv kembraek [[Cynmawr]], pe [[Cynfawr]], ''Konmeur, ki meur''. Evelkent, hervez Fleuriot en e c'heriadur brezhoneg-kozh, e talvezfe ar ger cun- kement ha penn, penn ar menez hag ivez penn ar vro. Da lavarout eo, e talvez Konomor kement hag ar penn meur, ar pezh a seblant poellekoc'h eget un anv savet en-dro d'ar ger ki. Kalz a anvioù a vez kavet e-lec'h m'emañ ar ger kon- pe kun- enno, evel [[Konan]] da skouer hag a dalvezfe kement ha penn (bro, arme) bihan. Da geñveriañ ivez gant an anvioù [[Kongar]], e-lec'h ma kaver ar ger kar pe vignon, ha, [[Konogan]] gant daou dibenn-ger o deus ur ster bihanaat.
Krediñ a reer e c'hall bezañ ul lesanv roet d'ar [[roue Marc'h]], roue en div [[Domnonea]].