Basketball : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D r2.5.2) (Robot tennet: pnb:باسکٹ بال; Kemm dister
Linenn 20:
Ar '''basket-ball''' a zo ur sport a-stroll a vez c'hoariet 5 a-enep 5, gant ur volotenn ha c'hoariet 'vez gant an daouarn. Ar pal a zo lakaat muioc'h a boentoù eget ar skipailh all e paner ar re all. Lakaet e vez poentoù en ur lakaat ar volotenn da dremen e kelc'h ar paner hag a zo da 3,05 metrad eus al leur. Ar sport-se a deu eus Amerika. Kampion ar bed gourel a zo Bro-Spagn hag kampion ar bed gwregel a zo Aostralia.
 
== Istor ==
 
=== Krouidigezh ===
 
Reolennoù kentañ ar basket-ball a zo bet skrivet/lâret e Springfield (Massachussetts,SUA) gant Dr James Naismith e 1891. James Naismith a oa ur c'helenner kanadian, ganet e Almonte (Ontario) d'ar 16 a viz Du 1861. Un emzivad 'oa ha bevañ a rae e ti e donton. Ret eo bet dezhañ mont da studial relijion an Hebreed hag ar brededouriezh evit mont da veleg. Bez' en deus bet e ziplom e McGill University (skol-veur MgGill), e [[Montreal]], e [[1887]] hag eno eo bet dizoloet ar sport gantañ. C'hoariet en deus mell-droad Amerikan e-pad eizh vloaz pa 'oa o studial er skol-veur Presbyterian e Montreal. Deuet eo da vezañ kelenner er skol ''Young Men's Christian Association'' e Springfield.
Linenn 28:
Diwezhatoc'h ez eus bet goulennet digantañ, gant Luther Hasley Gulick, ijinañ ur sport a vefe tu c'hoari en ur sal e-pad ar goañv. Kroget en deus da labourat war an dra-se e miz Kerzu 1891. Tapet en deus meur a vennozh diwar ar sportoù all en doa gwelet pe c'hoariet pa 'oa yaouank evel ''Duck on the Rock'' : diwallet 'veze un houad gant ur paotr ouzh ar vein a veze bannet gant ar re all. Ar c'hoari-se eo a roas ar mennozh dezhañ da ijinañ ar basket-ball. C'hoariet eo bet evit ar wech kentañ d'an 29 a viz Kerzu [[1891]] hag an disoc'h a oa eus 1 da 0.
 
=== Ar Basket-ball o vont war-raok ===
Kendalc'het en deus ar basket-ball da vont war-raok gant ar skol ''Young Men's Christian Association'' (YMCA) ha deuet eo da vezañ tamm-ha-tamm ur sport a veze er skolajoù, liseoù hag er skolioù-meur. A-raok ar c'hentañ Brezel-Bed e oa dija un tabut etre an ''Intercollegiate Athletic Association'' hag an ''Amateur Athletic Union'' evit bezañ mestr war ar reolennoù.
 
E [[1946]] eo bet krouet an ''National Basketball Association'' (NBA) evit ober kenstrivadegoù gant ar skipailhoù kreñvañ. E 1967 eo bet krouet an ''American Basketball Association'' (ABA) evit ma vefe kevezerezh etre an div gevredigezh met aet eo ar maout gant an NBA hag aet eo d'ar strad an ABA. Bremañ eo an NBA ar c'hevre uhelañ a zo e Stadoù Unanet Amerika ha memes an hini uhelañ er bed.
 
=== Ar basket-ball o c'hounit tachenn ===
 
Un tamm diwezhatoc'h eo en em ledet ar basket-ball 'maez an SUA hag ar c'h/Kanada, aet eo betek Europa. E 1932 eo bet krouet ar ''Fédération Internationale de Basket-ball Amateur'' gant Arc'hantina, Tchekoslovakia, Gresia, Italia, Letonnia, Portugal, Roumania ha Suis. E 1936 e erru ar basket-ball e c'hoarioù olimpek an hañv evit ar wech kentañ (gounezet eo bet gant an SUA). E 1950 ez eus bet kentañ kampionad ar bed e basket-ball (aet ar maout gant Arc'hantina) ha 3 bloaz goude eo bet krouet kampionad ar bed evit ar merc'hed (gounezet gant an SUA). Erruout 'ra ar basket-ball evit ar merc'hed e 1976 er c'hoarioù olimpek (aet ar maout gant an URSS).
 
Dre ma 'oa an FIBA ur c'hevre evit an amatourien, e tivizas, e 1989, an dud da laoskel ar re a-vicher da c'hoari ivez. Un tamm diwezhatoc'h e erruas an Dream Team (skipailh an huñvre) gant Michael Jordan ha Magic Johnson hag adalek bremañ e krogont da greñvañ mestroniñ Stadoù-Unanet er bed a-bezh. Met diwezhatoc'h ez eus bet kollet kalz a grogadoù ganto.
Linenn 44:
Ma 'z eo bet anavezet kement-se ar basket-ball e Bro-C'hall eo a-drugarez da Pierre Dao, gourdoner ar skipailh gourel eus Bro-C'hall e 1975. Pierre Dao a adkasa, eus ur staj e Stadoù-Unanet, anaoudegezhioù war ar basket ha n'o doa ket ar C'hallaoued.
 
== Ar Basketball ==
=== An dafar ===
 
[[Skeudenn:Tachenn_basketball.jpeg|300px|thumb|An dachenn basket]]An aliesañ e vez c'hoariet basket-ball e salioù sport met tu 'zo c'hoari er-maez ivez (evit an dudi) anvet 'vez ar « streetball » (basket-ball a vez c'hoariet er straedoù).
Linenn 59:
 
 
=== Ar c'hoari ===
 
Evit c'hoari basket-ball ez eus ezhomm daou skipailh gant pemp den war an dachenn ha d'ar muiañ 5 pe 7 erlerc'hier. Pal ar c'hoari a zo lakaat muioc'h a boentoù eget ar skipailh all en ur lakaat « paneroù » hag en ur virout ouzh ar re all da lakaat poentoù. Padout a ra ur c'hrogad peder gwech dek minutenn e FIBA ha peder gwech daouzek minutenn e NBA. Cheñchet e vez kostez tagañ d'an hanter amzer. Paouezet 'vez ar padventer bewech pas vez c'hwitellet gant an tredeog. Da skouer pa vez graet ur fazi war ur c'hoarier, pe ma vez graet un addribl, pe un adkrog, pe ma vez lakaet ar volotenn 'maez an dachenn. War an dachenn ez eus 2 tredeog. Tu 'zo cheñch c'hoarier bep tro ma vez paouezet an amzer.
Linenn 69:
E fin ur c'hrogad, ar skipailh en deus ar muiañ a boentoù a c'hounez. Ma vez an daou skipailh rampo e vez neuze pemp munutenn a astenn-c'hoari evit dispartiañ an daou skipailh. Ma vez c'hoazh rampo e fin an astenn-c'hoari e vo graet un astenn-c'hoari all (ne c'heller ket chom rampo).
 
== Tagañ ==
 
Evit fiñval gant ar vell e ranker dribblañ, da lâret eo lakaat ar vell d'ober adlammoù war al leur gant an dorn. Pa vez graet muioc'h eget daou baz hep dribblañ gant ur c'hoarier pe ma ra ul lamm en ur derc'hel ar volotenn pa adkouezhy, e vez c'hwitellaet gant an tredeog (bale). Pa adkemer ar c'hoarier e dribbl, goude bezañ paouezet anezhañ, e ra un adkrog dribbl. Roet e vez ar vell d'ar skipailh all. Pa 'vez dribblet gant ur c'hoarier n'ez eus ket urzh da lakaat e dorn dindan ar volotenn. Anvet e vez ar fazi-se « dougen ar vell ». Ret eo d'an dorn bezañ a-us d'ar vell pe war ar c'hostez. Pep c'hoarier a c'hell ober pasoù d'ar re all evit lakaat paneroù.
Linenn 94:
 
== An difenn ==
 
An difenn a servij da harzañ ar skipailh enep da verkañ. Bez' ez eus meur a zoare evit difenn er basket-ball. N'int ket bet savet holl asambles (renket int diouzh ar mare m'int bet savet).
 
=== Difenn evel ul loen ===
 
Ar c'hoarierien a red e pep lec'h war an dachenn evit klask pakañ ar vell digant ar re all. Graet e vez se hiziv an deiz gant ar c'hoarierien yaouank.
 
=== Pep hini e hini ===
 
Pal an difenn-se a zo kaout gant pep hini ur c'hoarier da zifenn evit ma vefe stanket an hini emañ ar vell gantañ, evit ma vefe diaes dezhañ ober pasoù. Met diaes eo difenn e mod-se pa vez tagourien kreñv-tre er skipailh all. Pep difenner en deus da zifenn war e c'hoarier e-kerzh tout ar match.
 
=== Difenn e dakad ===
 
Diaes eo evit ar skipailh a dag da zremen evit merkañ, rak an difennerien a gemer kalz a blas evit harzañ an tagerien da zremen. Pep difenner en deus un dachad da zifenn e-barzh gwarenn-gelc'h an tri foent neuze ne c'hell ket an dagerien mont betek ar baner. Poan o deus da zremen, neuze rediet int da dennañ eus pell.
 
=== Sikour ===
 
An difenn-se 'zo tost heñvel ouzh an difenn « pep hini e hini », met, ar wech-mañ, e fiñvo an dud diouzh ar vell (ma 'z a un den gant ar vell en tu kleiz ez aio an difennerien war an tu kleiz met en ur zerc'hel ul lagad war ar c'hoarier a vez diwallet gantañ).
 
=== Diarbenn ===
 
An difennerien a c'hell diarbenn ar vell pa 'vez ar vell o sevel (ma vez diarbennet pa 'vez o tiskenn e vo kontet ar poent).
 
=== Ar fazioù ===
 
Pa 'vez ur stokadenn etre daou zen eo an aliesañ an difenner a vez kastizet, met, pa ne fiñv ket eo an tager a vez kastizet evit bezañ graet un tremen re greñv. Pa vez graet pemp fazi gant un den e vez skarzhet eus ar c'hrogad (ne c'hello ket c'hoari ken e-pad ar c'hrogad-se). Da bep kard-amzer pa vez pevar fazi gant pep skipailh e vez tennoù digoll evit ar skipailh all pa vez graet ur fazi muioc'h. Ma vez ur fazi war un den hag a zo o tennañ hag ez a ar vell er baner e vo kontet ar poent hag en do un tenn-digoll.
 
== Arroudenn ==
 
* « Merkañ a reomp en tagañ, gounez a reomp en difenn. » (Morisson)
Linenn 205:
[[pag:Basketball]]
[[pl:Koszykówka]]
[[pnb:باسکٹ بال]]
[[pt:Basquetebol]]
[[qu:Isanka rump'u]]