Gabriel Lannuzel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6:
Hervez e fichenn, e Servij dielloù an Arme c'hall, eo bet marvet d’ar [[25 Here|25 a viz Here]] [[1916]], e [[Pargny-lès-Reims]] ([[Marne (departamant)|Marne]]), diwar c'hloazioù brezel<ref>[http://www.memoiredeshommes.sga.defense.gouv.fr/spip.php?page=base_recherche&_Base=MPF1418&_Action=1 Lec'hienn ar SGA, leuniañ ar voestig gant anv an den]</ref>.
 
Koulskoude, hervez ar pemdezieg gallek, e vije deuet en-dro da gostez Brest e-pad an [[eil brezel-bed]], ha gantañ lifre an arme alaman. Deuet e oavije gant e lifre da gemenn d'an tavarnour Adolphe Pelleau, e brezhoneg, edo ar [[Gestapo]] o klask war e lerc'h, ha gallet en doadije tec'hel a-raok.
 
Diskennidi an den-se, koulz ha re an tavarnour, o deus dinac'het an displegadur-se<ref>''Le Télégramme'' 04.12.2010 p. 10</ref>. Hervezo n'en deus ket ranket an tavarnour kuitaat e ostaleri rak ar Gestapo, ha n'o deus-i biskoazh klevet anv eus an istor-se. Hervezo e vije bet ijinet an istor gant ur sekretour ti-kêr kozh a studie istor ar vro.
 
Marvet e vije Gabriel Lannuzel war-dro 1975 pe 1976 en Alamagn<ref>[http://www.letelegramme.com/ig/generales/regions/bretagne/poilu-mort-en-1916-allemand-en-1944-diapo-10-11-2010-1110577.php Le Télégramme 10/11/2010 "Mort en 1916, Allemand en 1944?"]</ref>.