Luc'heilerez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: eo:Fotokopiado
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
[[Skeudenn:Luc'heilerez.jpg|thumb|right]]
'''Graet e vez '''luc'heilerez''' eus un [[ardivink]] a dalvez d'an dud d'ober [[luc'heilenn|luc'heilennoù]]'''. Arveret e vez e meur a lec'h ([[skol|skolioù]], [[ti-kêr|tiez-kêr]], [[embregerezh|embregerezhioù]] ha kement zo) da gaout skouerioù peurheñvel (unan pe vuioc'h) eus ur pezh orin, un [[teul]] moullet traoù warnañ.
Gwechall e veze graet gant luc'heilerezioù [[treloc'h|treloc'hel]] nemetken a yae en dro gant [[enkr]], pe [[huz]], dourenneg da voullañ. Da c'houde int aet da vezañ [[tredan|tredanel]] evel ar peurvuiañ eus an ardivinkoù arnevez gant meur a [[amredad]] [[elektronek]] o kemer muioc'h mui o flas enne ivez betek merañ an argerzh mont en dro a-bezh bremañ. Hag abaoe meur a vloavezh e vez implijet [[huz poultr]] da voullañ, paket hiviziken e-barzh [[karitell|karitelloù]] aezet da gemmañ pa vezont toull.