Eil Brezel-bed : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
An Eil Brezel-Bed a voe ur brezel gant armoù etre miz Gwengolo [[1939]] ha miz Gwengolo [[1945]] er bed a-bezh.
 
Degaset eo bet gant an emglevioù kamm sinet da heul ar Brezel-Bed kentañ ha gant ar c'hoant ledanaat ha bezañ mistri war o dachennoù-levezon a oa gant broadoù nesañ an [[Ahel]] (Alamagn an Nazied, Italia ar Faskourien hag Impalaerezh Japan). Kroget eo d'an 3 a viz Gwengolo 1939 diwar brezeloù lec'hel kent : brezel [[Spagn]] adalek an 18 a viz Gouere [[1936]], ar brezel etre [[Japan]] ha [[Sina]] d'ar 7 a viz Gouere 1937 hag ac'hubadeg Polonia gant [[Alamagn]] (adalek ar 1añ a viz Gwengolo 1939). En un doare ofisiel e krog gant ar brezel ar [[Frañs]] hag ar [[Rouantelezh-Unanet]] d'an 3 a viz Gwengolo 1939, an URSS e miz Even 1941 abalamour d'an ac'hubadeg alaman hag ar [[Stadoù Unanet]] d'ar 7 a viz Kerzu 1941. Lod vrasañ broioù ar Bed a zo bet tapet doare pe zoare er brezel-se hag emgannoù a zo bet war bep kevandir.
 
Diwar neuze e stourmas mui pe vui daou du an eil a-enep d'egile : ar Re Unanet hag an Ahel. Lakaet e voe un termen d'ar brezel en [[Europa]] d'an 8 a viz Mae 1945 a-drugarez da godianañ hep diviz an IIIde Reich, hag er bed a-bezh gant kodianañ hep diviz Impalaerezh ar Japan, bro diwezhañ an Axe[[Ahel]] o vrezeliñ, d'an 2 a viz Gwengolo 1945.
 
Brezel brasañ Mad-den eo bet. Tro 100 million a soudarded eus 61 vro o deus stourmet war un 22 vilion kilometrad karrez bennak. 62 villion a dud a zo bet lazhet, siviled al lodenn vrasañ anezho. Estreget ur brezel etre broioù e voe un emgann etre idiologiezhioù ivez, ha setu perak e c'henlabouras gant an enebourien tud zo er broioù aloubet pe, er c'hontrol, e voe strolladoù o vont a-enep pennoù-meur o bro e-giz en Alamagn, da skouer.