Kazoukouroueg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20:
 
 
Ur [[Yezhoù Aostronezek|yezh aostronezek]] eus skourr [[Yezhoù malayek-polinezek]] eo ar '''c'hazoukouroueg''' (''kazukuru'') komzet gwechall en [[Inizi Solomon]], e [[Jeorjia Nevez]]. An [[dororoeg]] hag ar [[gouligoulieg]] (marv ivez) a vefe bet e gerent tost nemeto. En em veuziet e-barzh ar [[Rovanieg|rovaniz]] o-do ar gazoukourouerien a goustadig abaoe an XVI{{vedvet}} kantved ha dilezet e voe ar yezh ganto. Marvet e oant ar gomzerien diwezhañ e derou an XX{{vedvet}} kantved.
 
Ar pezh a anavezer diwar-benn ar c'hazoukouroueg a oa bet dastumet gant W.H.L. Waterhouse hag embannet asambles gant S.H. Ray e [[1931]]. [[Arthur Capell]] a grede e oa ar c'hazoukouroueg ur yezh nan-aostronezek ha gant [[Stephen Wurm]] e voe lakaet e-barzh familh ar [[yezhoù papouek ar reter]].