Lao Zi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Laozi adkaset da Lao Zi: ( 老子, pinyin ''Lǎo Zǐ''
D →‎Lao Zi en Istor: Lakaet Sima Qian da liamm (e-touez ar 1 000 pennad-diazez emañ)
Linenn 8:
[[Skeudenn:Laozi meets Yin Xi.PNG|thumb|Kejadenn Laozi ha Yin Xi]]
Ar skrid kentañ ma kaver meneg eus Lao Zi eo levr al [[Lezennouriezh (prederouriezh sinaat)|lezennour]] '''Han Feizi''' (281-233 KJK), ma lenner ez eo ''Lao Zi'' aozer an ''Dao De Jing''. <br/>
Tremen kant vloaz diwezhatoc’h e voe skrivet ar ''Shi ji'' (“Eñvorennoù an istorour”) gant an istorour meur '''[[Sima Qian''']] ( 司馬遷 , ''Sīmǎ Qiān'', ÉFEO ”Sse-ma Ts’ien”) a vevas etre ~145 ha ~87 KJK. <br/>
Setu amañ un droidigezh eus ar meneg kentañ eus Lao Zi er skrid-se :
::::''Da drede bloavezh an impalaer Ding Wang eus ar remziad Zhou'' [604 KJK] ''e voe ganet Lao Zi e kêriadenn Qio Jin e kêr Lai e paou Ku er rouantelezh Zhou.
Linenn 21:
War-dro kreiz an 20vet kantved e voe ur c’henemglev etre an darn vrasañ eus ar sinaourien evit embann ne voe ket eus Lao Zi un den istorel – pe da nebeutañ ne c’halled ket prouiñ e oa un den istorel anezhañ – hag ez eus eus an ''Dao De Jing'' ur c’hendastumad soñjoù liesorin eus ar 4re kantved KJK. <ref> WATSON Burton, ''The Complete Works of Chuang Zu'', Columbia University Press, New-York, 1968, ISBN 978-0-231-03147-9 </ref> <br>
Diwar istor Lao Zi o profañ an ''Dao De Jing'' da Yin Xi e kreskas skeudenn Lao Zi evel un doue o profañ ar Wirionez Salvus da vab-den doaniet. <ref> KOHN Livia & LAFARGUE Michael, ''Lao-Tzu and the Tao-Te-Ching'', State University of New-York Press, Albany, New-York, SUA, 1998, ISBN 978-0-7914-3599-1 </ref>
 
==Da heul Lao Zi==
[[Skeudenn:Statue of Lao Tzu in Quanzhou.jpg|thumb|left|Lao Zi kizellet en ur roc’h]]