Skramm korzenn katodek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
 
Kenaozet eo ar c'havn gant ur c'hatod, da lavaret eo un elektrod metalek karget ent negativel, ha gant anodoù (elektrodoù karget ent pozitivel). Ec'hodet e vez elektronoù gant ar c'hatod hag a vez dedennet gant an anodoù. Evit an elektronoù e vez an anodoù evel un herrekaer hag un tolper en doare ma vez stummet e barzh ar gorzenn ul lanv elektronoù erduet etrezek ar skramm.
 
Karget e vez ar [[gwarellvaez|warellvaez]] da wariañ an hordenn elektronoù eus an tu kleiz d'an tu dehoù hag eus an traoñ d'al laez. Ganet eo ar warellvaez gant div veni X ha Y a waz da wariañ an hordenn a-zremm hag a-zerc'h.
 
Goloet e vez ar skramm gant ur livad (ur gwiskad treut) elfennoù mordanus anvet [[treluc'huzenn|treluc'huzennoù]] a vez oc'h ec'hodiñ gouloù pa vez an elektronoù o skekiñ oute, pezh a ra poentoù luc'hus anvet '''pikseloù'''.
 
Oc'h oberiañ ar warellvaez e vez gallus krouiñ ur skubelladur eus an tu kleiz d'an tu dehou ha d'an traoñ pa vez an hordenn o tegouezhout gant dibenn al linenn.