Skramm korzenn katodek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
 
[[Skeudenn:Skramm-katodek.png|center|400px|Goulun ur gorzenn gatodek]]
 
==Pennaenn ur skramm korzenn katodek==
 
Kenaozet eo ar c'havn gant ur c'hatod, da lavaret eo un elektrod metalek karget ent negativel, ha gant anodoù (elektrodoù karget ent pozitivel). Ec'hodet e vez elektronoù gant ar c'hatod hag a vez dedennet gant an anodoù. Evit an elektronoù e vez an anodoù evel un herrekaer hag un tolper en doare ma vez stummet e barzh ar gorzenn ul lanv elektronoù erduet etrezek ar skramm.
Linenn 13 ⟶ 15:
Goloet e vez ar skramm gant ur livad (ur gwiskad treut) elfennoù mordanus anvet [[treluc'huzenn|treluc'huzennoù]] a vez oc'h ec'hodiñ gouloù pa vez an elektronoù o skekiñ oute, pezh a ra poentoù luc'hus anvet '''pikseloù'''.
 
Oc'hO oberiañvlivaat ar warellvaez e vez gallus krouiñ ur skubelladur eus an tu kleiz d'an tu dehou ha d'an traoñ pa vez an hordenn o tegouezhout gant dibenn al linenn.
 
[[Skeudenn:Skramm2.png|center|400px]]
 
Ne vez ket spurmantet ar skubelladur gant lagad an den dre c'hras ar badelezh skramm-lagadel. Evel-se, ha gant ar skubelladur hag blivaerezh ar c'havn pe get, e seblant d'an hini e vez o sellout ouzh ar skramm eo war-enaou nemet ul lodenn eus ar pikseloù, ar re e vez aozet ar skeudenn gante.
 
==Ar skrammoù liv==
 
Gallout a ra ur skramm unliv gwereañ ilrezioù liv louet.
 
Evit ar skramm liv e vez lakaet e-barzh ar gorzenn gatodek ur c'havn tri c'hatod ennañ da ec'hodiñ teir hordenn a vo pep hini anezhe o stekiñ ouzh pep a boentoù liv spesadel war ar skramm (pikseloù) ar re ruz, ar re wer hag ar re c'hlaz (an "RVB"- Red, Green, Blue - e saozneg). An tri poent liv-se e vez graet "triad" pe "dot trio" anezhe.
 
Tost-tre e vez lakaet an tri poent liv an eil ouzh egile. Ken tost ma ne c'hell ket lagad an den spurmantañ pep hini anezhe pa vez stummet ar skeudenn war ar skramm gant ar c'havn hag an hordennoù elektronoù. Argemmet e vez neuze kreñvder pep hordenn d'aozañ livioù kediet gant an tri liv diazez (ruz, gwer ha glaz).
 
Ur maskl e vez lakaet dirak an treluc'huzennoù ouzhpenn da dremen hep ma vije hordenn ul liv o stekiñ ouzh unan eus an div dreluc'huzenn arall. Hervez rizh ar maskl-se e c'heller diforc'hiñ tri seurt skramm korzenn katodek liv :
 
* Ar c'horzennoù '''FST-Invar''' (Flat Square Tube) kelc'hiek o zreluc'huzennoù. Arveret e vez gante ur gael anvet maskl ("shadow mask").
 
* Ar c'horzennoù '''"Trinitron"''' ergrafet gant Sony hag ar re '''"Diamondtron"''' ergrafet gant Mitsubishi. Amparet e vez ar maskl gant frailhadurioù diazerc'h a lak muioc'h a elektronoù da dremen evit arwellaat lintr ar skramm.
 
* Ar c'horzennoù '''"Cromaclear"''' ergrafet gant NEC. Gant ur reizhiad hiron e vez amparet o maskl frailhadurioù stummet evel kevigoù oc'h ober anezhe.
 
Ar '''skar maskl''' (Dot Pitch) a vez un arouezenn d'ar skrammoù korzenn katodek. An esaouder etre div dreluc'huzenn eo. Seul bihanoc'h eo ar skar maskl seul resisoc'h eo ar skeudenn gwereet gant ar skramm.