Elamiteg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 25:
* Ar [[rak-elamitek]] a zo an doare skrivañ koshañ implijet en [[Iran]]. Gantañ e rejod e-pad ur marevezh berr (w-d 3100 - 2900 K J-K). Tablezennoù a bri a oa bet kavet e meur a lec'h e [[Iran]]. Krediñ a reer en-doa en em furmet diwar un eilstumm eus ar skritur c'hennheñvel abred. War-dro 1.000 sinoù ez eus enni ha krediñ a reer e oa dam-logografek. Evel ne oa ket bet digejet n'ouzer ket hag e oa implijet evit notenniñ an elamiteg pe ur yezh arall.
* An [[Elamiteg linennek]] a zo ur skritur implijet en un nebeut ag enskrivadurioù hervekel. Krediñ a reer e oa implijet da notenniñ un eilstumm kozh eus an elamiteg met evel ne oa ket bet digejet c'hoazh n'eur ket sur eus an dra-se.
* An [[Elamiteg gennheñvel]] a voe implijet etre 2500 kt J-K ha 331 kt J-K. Un eilstumm eus an [[Akadianeg gennheñvel]] e oa. 130 a sinoù a endalc'he, kalz nebeutoc'h eget darn vrasañ ar skriturioù gennheñvel arall.
 
==Liammoù gant yezhoù arall==
 
Darempredoù ebet en-deus an elamiteg gant ar familhoù-yezh eus ar rannvro. Amprestet en-deus e zoare-skrivañ digant ar [[sumerieg]] met n'eo ket ur c'har eus ar yezh-se tamm ebet.