Keginerezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 48:
Ur wech skrivet ar wehuzenn hag anavezet diazezoù ar frondoù e challer prientiñ ar rekipe hep bezañ desket ar vicher a geginer hag hep chemet dibar. Er c'hreanterezh e c'hallfed war baper eztennañ an teksturioù hag ar frondoù kentañ da geveziñ gant ar benngeginerien ha kinnig meuzioù peurvat diwar boued kevanaoz e kemmeskoù a vefe kavet gwelloc'h eget ar magadurioù fresk orin. Renket e vo ar gudenn a denn da virout ar boued kollidik dre eztennañ ar frondoù er magadurioù diazez.
 
== Teknikoù ==
 
=== An darbarañ ===
Linenn 65:
 
*ar prantad prientiñ-mañ « an darbarañ evit stokañ ha mirout ».
 
=== Dibab ha prenañ magadurioù ===
 
Keginañ a ra ar c'heginer e meur a zoare diouzh an aozeennoù a c'hall kaout, met ivez diouzh ar boazioù sevenadurel pe relijiel e-keñver magadurizoù zo (da skouer, chom hep debriñ kig-moc'h, pe ober gant teknikoù zo evit prientiñ ar magadurioù e doare ma vefent kasher).
Ur pourvez a ranko bezañ aes da gaout (aes da zastum pe da genderc'hiñ er-walc'h) evit talvezout da voued d'an dud. Ar c'halite anezhañ a ranko ivez bezañ diouzh ezhommoù an dud ha marc'had-mat e ranko bezañ.
 
Ne zebr ket Mab-den evit bevañ hepken met evit ar blijadur ivez. Dre-se e ranko ur magadur kaout perzhioù all a denn d'ar blaz ha merzet e vo ar boued en un doare disheñvel pa vezont tañvaet gant ar c'hevredigezhioù disheñvel a dud. Un ober sokial eo en em vagañ ivez : tud zo a glask chom hep debriñ magadurioù zo rak ur skeudenn zidalvoudekaus a gasont (evel an irvin-saoz pe an eoul kolza goude ar Brezel-bed kentañ met klask a reont, er c'hontrol, debriñ boued rouesoc'h ha keroc'h (evel an avu druz pe ar c'haviar), ha boued dañjerus zoken (ar fugu). Ijin o deus evit prientiñ meuzioù diwar rekipeoù diaes, saourus ha brav da welet.
 
Hervez o mennozhioù religiel, ha politikel zoken, e vez graet kegin ivez gant an dud. Magadurioù zo na vezont ket debret gant an dud dre m'o deus boazioù sevenadurel pe religiel ha berzet eo outo debriñ diouto (da skouer, ne vez ket debret kig-bevin gant an Indiz na kig-moc'h gant ar vuzulmaned) pe berzet eo da dud zo prientiñ meuzioù e doareoù zo, hervez o religion (Da skouer, difennet eo d'ar Yuzevien, hervez o religion, fardañ meuzioù en ur veskañ kig ha boued-laezh).
 
Nac'hañ a ra tud zo (da skouer, ar vegetarianed pe ar vegetalianed) debriñ boued ma teu diwar ul loen bennak. Un dibab divezel eo. Goulenn a reont ivez e vefe difeulz an dud ouzh al loened pe e vefe taolet muioc'h a evezh ouzh an endro hag ouzh ar viosferenn. (Koustañ a ra keroc'h kenderc'hiñ ur c'hilo protein loened eget ur c'hilo protein plant). Difennet e vez alies ar mennozhioù-se gant an ekologourien.
 
Ar magadurioù hag an doareoù prientiñ dibabet zo ivez diouzh ar pennaennoù a fell d'ar vevezerien heuliañ : er broioù greantelaet e vez goulennet magadurioù gwarantet gant surentez ar boued (setu perak e vez diorroet al labelioù), ar magadurioù kenderc'het hervez pennaennoù al labour-douar biologel, pe ar boued arc'hwelel, zo bet goulennet muioc'h-mui er bloavezhioù diwezhañ-mañ (s.o. difenn ar vevezerien ivez).
 
Dibabet e vez magadurioù diouzh dezverkoù niverus-kenañ da gentañ neuze. E-pad pell amzer ne veze debret nemet ar boued a veze aes da gaout.
* en egor : da skouer, debret e veze kig mammout en un ekorannvro e norzh Europa pe ed a veze debret er Greskenn strujus ;
* en amzer : ne c'halle ket an dud kaout pourvezioù penn-da-benn d'ar bloaz : e-pad an hañv, da vare an eostoù, e veze graet gouelioù an eostoù, en diskar-amzer e vez graet gouelioù ar mendemiñ, er goañv e teue an dienez a voued peurliesañ ha neuze en em vage an dud diwar ar boued a c'hallent kavout.
 
Ar boazioù hag an teknikoù keginañ zo bet ijinet evit fardañ boued a zeue eus ar c'hutuilh, ar pesketa, pe ar pourvezioù a zeue eus al labour-douar pe eus ar sevel loened met tennañ a raent ivez d'an heloskoù a c'halled kaout (koad, glaou).
 
Hiziv, evit an darn vuiañ eus an denelezh, e vez aozet boued diwar magadurioù a zeu eus al liorzherezh pe eus ar gounezadurioù bouedel. Eur ar vro ma vezont dastumet pe gounezet e teu ar pourvezioù-se peurliesañ. Hervez bevliesseurted ar rannvroioù e vez magarurioù liesseurt pe lieseurtoc'h.
Rann ar c'hig en ur gourmarc'had e Deerlijk, Belgia
 
Er broioù greantelaet e vez prenet an darn vrasañ eus ar magadurioù a vez implijet d'ober kegin er stalioù nes pe er gourmarc'hadoù. Magadurioù a zeu war-eeun eus ar c'henderc'hiñ eo a-wechoù pe magadurioù a vez treuzfurmet evit darn dija, prest da vezañ debret zoken. N'eus ket ezhomm da geginañ meuzioù aozet peurliesañ. Trawalc'h eo adtommañ anezho. An darn vrasañ eus hor magadurioù a vez gwalc'het ha tretet evit mirout anezho eus ar gwellañ (gwelet danvez bouedel). Gant an darn vihanañ eus an dud e vez kenderc'het o magadurioù ganto o-unan, dre liorzhañ pe dre prenañ anezho war-eeun digant ar genderc'herien, en atantoù pe er stalioù war vord an hentoù. Ar magadurioù-se a vez debret diouzhtu pe miret e vezont e podoù pe skornet e vezont.
 
Gant an eskemmoù lies a vez graet er bed e vez kavet magadurioù liesseurt-kenañ, ha se a-hed ar bloaz, gant an dud zo o chom en takadoù diorret an armerzh enno. A-raok ne c'halle ket an dud debriñ frouezh da vareoù zo met bremañ e c'haller kavout frouezh er stalioù a-hed ar bloaz dre ma vezont gounezet e tiez-gwer tommet, e broioù all suoc'h, pe degaset e vezont gant kirri-nij eus an hantervoul all. Dre ma c'haller kavout pourvezioù zo a-hed ar bloaz ez eus bet degaset cheñchamantoù er boazioù debriñ hag el lidoù niverus ivez. Da skouer, boas e veze an dud e Frañs pe e Belgia da brofañ un orañjezenn da Nedeleg. Marc'had-mat eo deuet da vezañ an orañjez hiziv ha gallout a reer kavout anezho a-hed ar bloaz hiziv an deiz. Ma laouena tud zo peogwir ez eus muioc'h a vagadurioù, ha muioc'h a zoareoù da fardañ boued eta, lod all o deus keuñv peogwir ne vez ket mui dalc'het kont eus koulzoù ar bloaz evit fardañ boued, pe goulenn a reont seurtadoù boued kenderc'het er vro, ha marc'hadmatoc'h war dachenn an endro.
 
Evit klozañ, er broioù greantelaet e verzer e vez dilezet magadurioù zo tamm-ha-tamm rak n'int ket mui diouzh ar c'hiz hag « ankounac'haet » int gant an ijinerezh gounezvouedel lec'hel. Pal luskadoù evel Slow Food zo diwall ar c'heginerezh ekorannvroel, hag ivez ar plant, an hadoù, al loened doñv hag an teknikoù labour-douar a dalvez da genderc'hiñ anezho.
 
=== An doareoù poazhañ ===
 
Pa vez keginet e vez poazhet ar magadurioù peurliesañ. An doareoù poazhañ pennañ zo :
 
* ar birviñ
* er parpilhot
* dindan c'houllo : poazhañ boued dindan c'houllo en dour o virviñd
* er vurezh : poazhañ boued en ur forn dre vurezh.
* mod Bro-Saoz : poazhañ boued en ur c'hemantad bras a zour sall (legumaj)
* ar gourvirviñ gant dour bervus da gentañ : lakaat boued (da skouer : pesked) da booazhañ e dour o rollvirviñ
* ar gourviviñ gant dour yen da gentañ : lakaat boued (da skouer : vioù, avaloù-douar, h.a.)en un dourenn yen da lakaat da virviñ da c'houde
* ar mougadellañ (poazhañ en un endalc'had kloz, en ur implijout dour ar magadurioù a ya da aezhenn
* ar mouzanniñ
* ar c'hudaouiñ (poazhañ boued goustadik war dan bihan betek ma vo war-nes birviñ
* ar frinkañ (poazhañ gant druzoni en ur baelon, en ur frinkell, h.a.)
* ar paelonañ (poazhañ boued en un endalc'had kloz er forn gant ur gwarnisadur legumaj zo bet lakaet da rousaat a-raok
* ar fritañ
* ar grilhañ
* ar rostañ
 
Gallout a reer ouzhpennañ ar ger "adtommañ" ivez rak gallout a reer echuiñ da boazhañ ur meuz na vije bet peurboazhet a-ratozh pe hep ober a-ratozh.
 
== Gwelet ivez==