Keginerezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 115:
 
Gallout a reer ouzhpennañ ar ger "adtommañ" ivez rak gallout a reer echuiñ da boazhañ ur meuz na vije bet peurboazhet a-ratozh pe hep ober a-ratozh.
 
=== Rummañ ar boued ===
 
Meur a rummad boued zo. setu ar roll anezho en urzh :
 
* 1. Produioù kriz "hengounel" : kargasennoù, pesked diaoz, legumaj diaoz, h.a.
* 2. Boued appertekaet (boestoù-mir).
* 3. Bouedskornet ha gour skornet.
* 4. Plant da zebriñ (frouezh, legumaj, geot) kriz ha fresk, a vez aozet evit bezañ prest da implijout.
* 5. Plant pasteurekaet kinniget dindan plastik pe dindan c'houllo ha miret en ul lec'h yen. A-wechoù e vez ouzhpennet ar Meuzioù Keginet en A-raok (MKA) fresk, appertekaet pe gourskornet.
* 6. Boued e poultr, ionekaet pe disec'het.
 
=== Prientiñ ar meuzioù ===
 
Pa vez keginet e vez fardet meuzioù diwar kig, pesked, legumaj, frouezh, edaj, h.a. pe diwar kemmesk ar magadurioù-mañ .
 
Aozadoù zo kriz, lod all zo poazh. Lod zo sall, lod all zo dous pe c'hoazh sall-dous. Gallout a reont bezañ fetis, liñvek, eonennek pe diennek. Lod eus ar meuzioù a vez debret yen, lod all klouar pe tomm.
 
Hervez ar rekipeoù pe ar plegennoù e tebrer anezho diouzhtu pe diwezhatoc'h.
Gallout a reer fardañ ar rekipeoù-se diwar produioù diaoz, pe diwar produioù damaozet pe aozet.
 
=== Ar Gegin dibenn ===
An astraer Jeffrey Williams o tifetisaat ar seier boued enno.
 
Disheñvel eo ar gegin dibenn diouzh ar gegin hengounel abalamour d'ar produioù aozet pe damaozet en ijinerezh gounezvouedel a vez implijet hag a vez degaset dre eread. Ar mestr-keginer zo karget neuze da adtommañ ar meuzioù, grilhañ ar c'hig pe ar pesked pe da lakaat ar meuzioù er pladoù. N'eus ket ezhomm da implijout keginerien c'hourferzhek evit ober war-dro al labour-se.
 
 
 
== Gwelet ivez==