Diforc'hioù etre adstummoù "Keginerezh"

9 157 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
</gallery>
 
=== Ar c'heginerezh a-hed an istor ===
=== Keginerezh istorel ===
 
Diwar ar pennadoù-skrid miret pe eilskrivet abaoe an Henamzer, diwar an traezoù adkavet da vare ar furchadegoù henoniel ha, nevesoc'h gant ar garpologiezh e c'hallomp kaout anaoudegezh e keginerezh ar pobloù a oa o vevañ er ragistor, er c'hentistor, en Henamzer, dreist-holl en [[Henegipt]], en [[Henc'hres]] hag en [[Henroma]] - ha hini Europiz er [[Krennamzer|Grennamzer]].
Talvezout a ra kement ha « Keginañ war al lec'h ».
 
=== KeginerezhAr c'heginerezh nevez ===
 
An anvadur "Keginerezh nevez", a veze implijet dija en XVIIIvet kantved p'o deveze c'hoant an dud da zisteuler an henvoazioù kozh hag e 1973 e oa bet adimplijet ar meneg evit ar wech kentañ er pennad a oa bet embannet e Vive la nouvelle cuisine française e Sturlevr nevez Gault et Millau.
Tud zo a gav abeg en doare keginañ-se peogwir e kav dezho e vez servijet lodennoù re vihan levezon en deus ar c'heginerezh nevez war an hevlezouriezh er bed.
 
=== KeginerezhAr c'heginerezh molekulel ===
 
Gant ar c'heginerezh molekulel e vez studiet an danvezennoù diazez zo en aozennoù, evit gwellaat an dazgweredoù kimiek dre ar meskañ, ar poazhañ, an troc'hañ, ar meizhiañ, h.a.
Ur wech skrivet ar wehuzenn hag anavezet diazezoù ar frondoù e challer prientiñ ar rekipe hep bezañ desket ar vicher a geginer hag hep chemet dibar. Er c'hreanterezh e c'hallfed war baper eztennañ an teksturioù hag ar frondoù kentañ da geveziñ gant ar benngeginerien ha kinnig meuzioù peurvat diwar boued kevanaoz e kemmeskoù a vefe kavet gwelloc'h eget ar magadurioù fresk orin. Renket e vo ar gudenn a denn da virout ar boued kollidik dre eztennañ ar frondoù er magadurioù diazez.
 
== Teknikoù ==
 
=== An darbarañ ===
Gallout a reer ouzhpennañ ar ger "adtommañ" ivez rak gallout a reer echuiñ da boazhañ ur meuz na vije bet peurboazhet a-ratozh pe hep ober a-ratozh.
 
=== Rummañ ar boued ===
 
Meur a rummad boued zo. setu ar roll anezho en urzh :
 
Disheñvel eo ar gegin dibenn diouzh ar gegin hengounel abalamour d'ar produioù aozet pe damaozet en ijinerezh gounezvouedel a vez implijet hag a vez degaset dre eread. Ar mestr-keginer zo karget neuze da adtommañ ar meuzioù, grilhañ ar c'hig pe ar pesked pe da lakaat ar meuzioù er pladoù. N'eus ket ezhomm da implijout keginerien c'hourferzhek evit ober war-dro al labour-se.
 
== Tudoniezh ==
 
Ar gegin, ul liamm hengounel etre an holl remziadoù.
 
Keginañ a oa un ezhomm naturel en deroù. Abaoe ar Ragistor, evit gwir, en em vag an dud, en un tu, diwar boued diaoz, evel ar frouezh hag ar greun, met ivez, en un tu all diwar voued stambourc'hus ma ne vez ket treuzfurmet a-raok, evel ar c'hig pe an torzhelloù, zo ezhomm da geginañ evit bezañ mat mat da zebriñ.
 
An dud a zebre ar pezh a gavent en natur tro-dro dezho evel ar frouezh, al legumaj, an edaj, al loened. E pep korn-bro e veze keginet meuzioù hengounel a oa diouzh stad an amzer, diouzh al loened hag ar plant a oa enno.
 
Ar c'heginañ zo ivez un obererezh sevenadurel liammet ouzh an hengounioù, ouzh chemet an dud er vro, h.a. Heuliañ a ra pennaennoù teknikel, armerzhel ha sokiosevenadurel.
 
Ar c'heginerezh a dalvez war un dro da vastañ da ezhommoù biologel an dud ha da grouiñ liammoù sokial etrezo ha da reiñ plijadur dezho.
 
Ar c'heginerezh a seller outañ evel un arz[3].
 
== Sokiologiezh ==
 
Keginet e veze a-raok pep tra en ti an dud gwechall hag e-pad pell amzer e oa bet un obererezh prevez hepken. Sellout a rae, koulskoude, ouzh ar metoù sokial e meur a zoare.
 
Deuet e oa da vezañ un diverr-amzer a gas talvoudoù ur gevredigezh ha diskuilhañ a ra penaos ez a en-dro. Berzh en doa graet tem "ar gevin vat" e Frañs er bloavezhioù 2000, goude ma oa bet enkadennoù boued : evel (enkadenn ar saout foll, h.a. Komzet e veze kalz diwar o fenn er mediaoù a skigne abadennoù skingomz pe skinwel evel ar re a veze kinniget gant (2)Jean-Pierre Coffe). Savet e oa bet levrioù, kentelioù kegin, h.a., a yae d'ober ur perzh sokiologel pouezus : distro d'an talvoudoù hengounel, klask adkvaout traoù "diles", ar vuhez familh...
 
== Ur fed sevenadurel ==
 
Ar c'heginerezh a sikour da oberiañ skeudenn ur vro, he sevenadur, da zedennañ an douristed. Ur faktor eus identelezh vroadel ur vro eo evel-se hag un elfenn eus glad sevenadurel dizanvezel broadel evit broioù zo (evel Mec'hiko , Maroko , Frañs hag Italia ).
 
Ar c'heginerezh zo lod e-barzh ar sevenadur ha dont a ra ivez da vezañ un meker douarbolitikel. Lakaat ur c'heginerezh broadel da vezañ anavezet er bed zo un elfenn (lusker pe meneger hepken) da harpañ ur sevenadur da skediñ a-dreuz hag a-hed ar bed. Evel-se e oa an traoù evit a sell ouzh ar c'heginerezh gall en XVIIIvet hag en XIXvet kanved, ar c'heginerezh amerikan hag italian en eil hanterenn eus an XXvet kantved, ar c'heginerezh sinat, italian pe japanat e fin an XXvet kantved hag e deroù an XXIvet kantved. Er c'hontrol, morse ne oa deuet a-benn galloudezhioù bras, evel Breiz-Veur en XIXvet kantved, Alamagn ha Rusia en XXvvet kantved, da lakaat o c'heginerezh da skediñ.
 
== Sokiologiezh ==
 
Keginet e veze a-raok pep tra en ti an dud gwechall hag e-pad pell amzer e oa bet un obererezh prevez hepken. Sellout a rae, koulskoude, ouzh ar metoù sokial e meur a zoare.
 
Deuet e oa da vezañ un diverr-amzer a gas talvoudoù ur gevredigezh ha diskuilhañ a ra penaos ez a en-dro. Berzh en doa graet tem "ar gevin vat" e Frañs er bloavezhioù 2000, goude ma oa bet enkadennoù boued : evel (enkadenn ar saout foll, h.a. Komzet e veze kalz diwar o fenn er mediaoù a skigne abadennoù skingomz pe skinwel evel ar re a veze kinniget gant (2)Jean-Pierre Coffe). Savet e oa bet levrioù, kentelioù kegin, h.a., a yae d'ober ur perzh sokiologel pouezus : distro d'an talvoudoù hengounel, klask adkvaout traoù "diles", ar vuhez familh...
 
== Politikerezh ==
 
Deuet eo ar geginerezh da vezañ un dae evit ar ye'hed foran e dibenn an XXvetkantved. Kavet e vez abeg, evit gwir, er fallvrifañ, er boued fonnus , en deuc'hegezh.
 
== Ar c'heginerezh hag an arzoù ==
 
=== Keginerezh istorelha lennegezh ===
 
Skrivet ez eus bet kalz diwar-benn ar c'heginerezh hag ar boued el lennegezh faltazi. Temoù pennañ romantoù int. On pense bien sûr à Rabelais dont les noms des héros, Gargantua et Pantagruel, ont donné deux adjectifs : gargantuesque et pantagruélique, qui qualifient un repas aux quantités démesurées. Soñjal a reer, evel-just, e Rabelais en deus skrivet daou roamant, e-touez levrioù all, "Gargantua" ha "Pantagruel".
 
Abaoe an Henamzer e vez taolennet binvioù keginañ gant al livourien hag ar meuzioù a dalvez alies da zanvez en divuhezennoù.
 
Frouezh, legumaj ha pesked a vez gwelet war taolennadurioù stank. Gallout a reer lavaret ivez e plij kalz d'an arzourien livañ ejened pe moc'h diskroc'hennet.
 
En XXvet kantved e oa bet dedennet al livourien skeudennaouerien simpl en-dro gant ar boued hag ar stalioù boued.
 
=== Kegin ha sinema ===
 
Meur a aozerien o deus kinniget ar c'heginerezh hag an hevlouriezh en o senarioioù ha/pe kinkladurioù o filmoù.
Neuze e oa bet divizet krouiñ Festival etrebroadel ar sinena hag an hevlouriezh e Dijon, embannet ez eus bet savet filmoù evel Le plaisir gastronomique au cinéma gant Vincent ChenillehaJean-Luc Douin, pe ur (4) c'helc'hiad tematek sur Arte.
 
ar c'heginerezh hag ar boued o deus talvezet da zanvez evit sevel filmoù a bep seurt.
 
== Ar pretioù ==
 
Abaoe an XXvet kantved e tebr muioc'h-mui er-maez eus ar gêr. Predet e vez neuze er c'hantinoù, er stalioù ma vez fardet boued buan pe er pretioù.
 
=== Ar pretioù izel o frizioù (evit debriñ merenn da greisteiz peurliesañ) ===
 
* Er c'hantinoù e vez kinniget predoù izel o frizioù peurliesañ e salioù ma vez debret gant tud all (da skouer, er skol, en embregerezh, en ospital, er bac'h, en ur gouent...). Gallout a reer lakaat an dud da zebriñ, da skouer, e pretioù-emservij pe kinnig taoliadoù-meuzioù dezho.
* Ar pretioù boued buan zo bet heñvelekaet ouzh ar boued greantelaet. Perzhioù fall zo en deus ar boued buan. Gwelet McDonald's, Quick. Voir McDonald's, Quick.
* Er pretioù evit ar sammgarrerien hag ar pretioù evit ar vicherourien e vez servijet meuz an deiz.
* Ar friterezhioù hengounel
 
=== Ar pretioù gant meuzioù dibar ===
 
Dre ma'z ae muioc'h-mui an dud er-maez eus o zi da ziverrañ o amzer ha ma veze dalc'het kont muioc'h-mui eus identelezh ar broioù ez eus bet digoret pretioù ma vez servijet meuzioù dibar : tiez-krampouezh, pizzeriaoù, pretioù-pesked, ar pretioù evit ar vegetarianed met ivez pretioù a bep seurt orin : Mec'hiko, Indez, Gres, Liban, Sina, Maroko h.a.
 
Er c'hêrioù evel Pariz, Londrez, Brusell, ez eus pretioù a ginnig a bep seurt orin (broioù, rannvroioù zoken) a ginnig meuzioù dibar eus o bro. Plijout a ra d'ar c'humuniezhioù estren en em gavout er pretioù-se, zo ur skouer evit talvoudekaat o orin. En XXvet kantved e plije ivez d'an dud a orin arvenat en em gavout er preti "Les Bougnats". E 1937 e oa bet digoret "Ti Jos" er straed Delambre, e Paris, a seller outañ un tamm evel ur gwir gannati breizhat.
 
=== Ar pretioù sortial ===
 
Ar pretioù-se a vez cheuc'hoc'h hag uheloc'h o frizioù peurliesañ. Darempredet e vezont gant pratikoù o devez amzer hag arc'hant. Enno e vez servijet meuzioù cheuc'h (boued rouez pe ker-ruz, kegin bras, gant ur servij eus an dibab. Rummet e vez ar pretioù-se ha reiñ a reer d'o ferc'henned steredennoù, tokoù, h.a. hervez al sturlevrioù.
 
== Koskor ar gegin ==
 
An den a ra kegin eo ar c'heginer pe ar geginerez. Ober a reer paotr pe plac'h ar gaoter anezho ivez. Ar ger-mañ a dalvez da aroueziñ an den a fard ar predoù en e di pe an hini a fard predoù en ur preti. Setu, da skouer, aozadur ar gegin :
 
* Ar mestr-keginer en deus an uhelañ karg a geginer er gegin. Karget eo da sterniañ ar skipailh, eus ar prenadennoù, eus an darempredoù gant ar pratikoù...
* Gant an eilmestr-keginer e vez erlerchiet ar mest-keginer pa ne vez ket o labourat er gegin. Tost-kenañ eo d'an implijidi all.
* Ar mestr-kevrenn zo e penn ur post hepken. Da skouer : ar grilher zo e penn ar gevrenn a ra war-dro an holl veuzioù rostet hag an holl veuzioù pe grilhet. E pretioù meur e vez ur c'heginer karget eus ar pesked. Ar pesker eo. Eilmistri-kevrenn e c'hall bezañ ivez.
* Ar c'homis a eil ar mest-kevrenn ;
* An deskard a eil ar c'homis d'ober labourioù n'int ket pouezus-kenañ ;
* Ar pastezour
* Ar baraer a brient ar bara hag ar produioù damheñvel ;
* En darn vrasañ eus ar pretioù e vez servijet an dud gant ur servijer pe meur a hini. Pep hini anezho zo lec'hiet en un heuliad war-grec'h a verk dehañ e renk hag e c'hallout e-keñver ar re all ( mestr-ostaleri, penn-servijer, h.a.)
* Er pretioù meur e vez ur boutailher peurliesañ, a-wechoù ur mestr-soubilher.
* An arboeller zo karget da verañ ar stokoù.
* Paotr ar skaotañ zo karget da skaotañ al listri.
 
== Notennoù ha daveennoù ==
1. ↑ Skol vroadel ar Vilvezegiezh en Alfort, Spisc'heriadur enlinenn.
2. ↑ Lévi-Strauss C., Mythologiques III. L’origine des manières de table, Pariz, Plon, 1968.
3. ↑ Dédicace de Les Classiques de la table, Firmin Didot, Pariz, 1855
4. ↑ « Cecy est ung livre de haulte digestion, plein de deduicts de grant goust pour ces goutteulx trez-illustres et beuveurs trez-prétieulx auxquels s’adressoyt nostre digne compatriote, esterne honneur de Tourayne, François Rabelays (...) » (Raklavar).
 
== Gwelet ivez==
428

modifications