Konfusius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 128:
*Meng Zi a ziogelas ez eo madelezhus ha dereat an dud pa vezont ganet ; ar gevredigezh eo a gemmje ar vuhezegezh-se, alese emzalc'hioù dizereat. Dre adkavout ar spered kollet hepken e c'haller dont da vezañ un den reizh en-dro.
*Xun Zi a bouezas war tuioù danvezel ha gwirheñvel kelenn Konfusius dre lavaret ne c'hall ar vuhezegezh reizh dont er gevredigezh nemet dre an hengoun, hag en dud nemet dre ar stummadur.<br/>
Gant an amzer e teuas o labour, kevret gant ar ''C'hendivizoù'' ha skridoù-diazez all, da vezañ ar pezh a anver [[Konfusianegezh]] er C'hornôg, anezhi ur gelennadurezh a voe dibabet da brederouriezh ar Stad dindan ren ar remziad Han kentañ (QianHanQian Han, 207 KJK–25 GJK).
 
Mil pemp kant vloaz goude marv Konfusius e krouas [[Zhu Xi]] [朱熹] (1130-1200 GJK) un doare nevez da gompren kentelioù ar Mestr, dre zegas kealioù eus ar [[Boudaegezh|vouddhaegezh]] hag eus an daoegezh, a voe anvet [[Nevez-Konfusianegezh]] a-benn e ziforc'hañ diouzh kelennadurezh ar ''C'hendivizoù''.<br/>
Nebeut goude marv Zhu Xi e teuas e vennozhioù da vezañ an doare reizh nevez da gompren kentelioù Konfusius. Betek an 19vet kantved e voe bras-kenañ e levezon war Sina, [[Korea]] ha [[Viêt Nam]]. War ziskar ez eas goude marv an impalaer diwezhañ e 1912 hag an dispac'h Sinaat.
 
===A ziskibled da enebourien===
Er bloavezhioù 1910 ha 1920, goude ma voe echu gant an Impalaeriezh, e fellas da uhelidi Sina treiñ o bro d'ur Stad-Vroad arnevez, ha lod anezho a selle ouzh levezon Konfusius evel ouzh un doare da virout ar bed kozh. Brezel war baper a voe etre an daou du, e-keit ha ma veze c'hoazh kastizet ar skolidi a grede disakrañ altar Konfusius en o skolioù.<br/>