Kenrouedad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D reizhañ ur ger
ouzhpennañ pennadoù
Linenn 9:
Krediñ a ra meur a zen eo Internet ar sistem gourdestenn (saozneg : hypertext) anvet World Wide Web pe ar Web, hepken. Se zo peogwir e oa hennezh ar brudetañ servij e kreiz ar bloavezhioù 90. Ar Web (''Gwiadenn'' eo an troidigezh) zo ur sistem dispakañ testennoù, skeudennoù ha sonioù ha kinniget dindan stumm pajennoù e liv. Kavet e vez servijoù all c'hoazh, evel an [[anvonerezh war ar prim]], an [[Internet relay chat]], hag an eskemmoù [[fichennaoueg]]où dre ar c'hehentiñ [[peer-to-peer]].
 
 
Meneget eo bet an termen Internet e miz Here 1972 gant Robert Kahn e-pad ur c'hollok e Washington. Ar c'haoz oa war an ''internetting'', da lavared eo sevel luganioù etre ar rouedadoù (''net'' = rouedad).[http://www.v7ndotcomelursrebmem-summitmedia.com/ V7ndotcom Elursrebmem]
Er mare-se, meur a anv a veze roet d'ar sistem nevez (''interconnected networks'', ''internetworking'', ''international interconnected networks'' hag all). Erfin, d'an 1añ a viz Genver 1973, ez-ofisiel, eo bet roet an anv Internet da Arpanet (rouedad al lu amerikan) ha rouedadoù all luganet gantañ (er skolioù-meur amerikan peurvuiañ).
<!-- Please keep this list alphabetically organized. -->
 
== Istor ==
 
Pennad dre ar munud : Istor ar Genrouedad.
 
An notennoù a oa bet skrivet e miz Gouere 1962 gant Licklider eus Massachusetts Institute of Technology (MIT) zo an testennoù koshañ zo anezho. Licklider a zeskrive enno an etregweredoù sokial a c'hallje bezañ gant ur rouedad urzhiataerioù. Rankout a rae aesaat ar c'hehentiñ etre klaskerien an Defense Advanced Research Projects Agency (DARPA) dreist-holl. E miz miz Here 1962 e oa deuet Licklider da vezañ penn kentañ ar programm enklask en urzhiataerzh eus an DARPA. Kendrec'hiñ a reas e warlerc'hidi Ivan Sutherland ha Bob Taylor, kerkoulz hag enklasker ar MIT Lawrence G. Roberts, pa lavaras dezho e oa talvoudus ar rouedadoù stlennegel.
 
Gant Leonard Kleinrock eus ar MIT e oa bet embannet an destenn zeorikel gentañ diwar-benn ar c'hehentiñ dre bakadoù e 1961 hag embann a reas al levr kentañ diwar-benn an dra-se e 1964.
 
E 1965 ez arnodas Robert ha Thomas Merril ar c'hevreadur stlennegel a-bell kentañ, etre Massachusetts ha Kalifornia. Diskouezet e oa bet neuze e c'halle an urzhiataerioù kenlabourat a-bell, met ne oa ket mat kehentiñ dre ar rouedad pellgomz. Degemeret e oa bet meizad ar c'hehentiñ dre bakadoù, a oa bet kaset war-raok gant Kleinrock.
 
E 1966 e oa bet enfredet Roberts gant Taylor en DARFA evit empennañ an ARPANET. Embann a reas ar steuñv e 1967. Pa oa bet o kinnig an destenn-se e reas anaoudegezh gant daou strollad all a enklaskerien zizalc'h a laboure war an hevelep danvez : ur strollad eus an National Physical Laboratory (NPL) eus ar Rouantelezh-Unanet gant Donald Davies ha Roger Scantlebury, hag egile eus ar RAND Corporation gant Paul Barran.
 
Etre 1962 ha 1965 e oa bet studiet an treuzkas dre bakadoù gant strollad ar RAND evit al lu amerikan. Ar pal a oa derc'hel ar c'hehentiñ e ken kaz ma vije taget ar vro (da skouer, gant bombezennoù nukleel), ar pezh a c'halled ober gant an treuzkas dre bakadoù en ur rouedad kreizennet. Un diorrodur dizalc'h eus ARPANET e oa : daoust ma oa bet savet da zerc'hel ouzh un argadenn, ne oa ket bet empennet ARPANET da aesaat ar c'hehentiñ etre enklaskerien. Ne oa ket bet lakaet danevell Paul Baran e pleustr ha buan-kenañ e oa bet ankoukanac'haet.
 
Er mare-se e oa kaset an traoù war-raok er British National Physical Laboratory, gant skipailh Donald Davies : an NPL Network, ar rouedad mailhet kentañ diazezet war an treuzkas datagrammes (packets), a oa arc'hwelek. Met n'eo ket bet skrivet istor ar Genroudad gant Europiz : ARPANET a vo deroù ofisiel ar Genrouedad hiviziken.
 
E miz Eost 1968 e asantas an DARFA arc'hantaouiñ diorren dafar routa pakadoù ARPANET. Fiziet e oa bet an diorroadur-se en unan eus strolladoù ar firm Bolt, Beranek and Newman (BBN) eus Boston e miz Kerzu . Labourat a reas ar strollad-se gant Bob Kahn war adeiladezh ar rouedad. Roberts a wellae doareoù topologel hag armerzhel ar rouedad. Kleinrock a briente reizhiadoù muzuliañ ar rouedad.
 
E miz Gwengolo 1969 e stalias BBN an aveadur kentañ en {2]UCLA{/} ma laboure Kleinrock. Eil skoulm ar rouedad a voe staliet e Stanford Research Institute (SRI) ma laboure Douglas Engelbart war ur raktres gourskrid. Daou skoulm ouzhpenn a oa bet ouzhpennet gant Skol-veur Santa Barbara ha Skol-veur Utah. E dibenn 1969 en doa ARPANET pevar skoulm eta.
 
Gant Working Group (NWG), renet gant Steve Crocker, e voe echuet ar protokol kehentiñ a bost da bost NCP e miz Kerzu 1970. Degemeret e oa bet ar protokol-se etre 1971 ha 1972 gant an div lec'hiad kevreet ouzh ARPANET. Evel-se o doa gallet implijerien ar rouedad diorren an arloadoù.
 
E 1972 e voe sevenet gant Ray Tomlinson an arload pennañ kentañ : ar postelerezh. E miz Here 1972{/2} ez aozas Kahn an abadenn diskouez vras kentañ war APARNET en 1}International Computer Communication Conference (ICCC). An abadenn diskouez foran kentañ e oa bet.
 
Krouet e oa bet meizad ar Genrouedad diwar ARPANET. Ar mennozh a oa reiñ tro da gevreañ rouedadoù a bep seurt an eil re ouzh ar re all : ARPANET, kehentiñ gant loarelloù, kehentiñ dre radio. Deuet e oa ar mennozh-se gant Kahn e 1972 hag anvet e oa Internetting. Gant protokol NCP APERNET ne c'halled ket ennagañ ostizoù e-maez APERNET na reizhañ fazioù treuzkas a c'hallfe degouezhout. Divizout a reas Kahn neuze da ziorren ur protokol nvez, a zeuas da vezañ TCP/IP a-benn ar fin.
 
E-keit-se e oad o sevel ur raktres, awenet gant APARNET, dindan renerezh Louis Pouzine Frañs : rakres ar C'hKykládes. De nombreuses propriétés de TCP/IP ont ainsi été développées, plus tôt, pour Cyclades. Diorroet e oa bet pershioù stank TCP/P neuze, kentoc'h, evit ar C'hykládes. Pouzin et Kahn indiquent que TCP/IP a été inspiré par Cyclades. Lavaret o deus Pouzin ha Kahn e oa bet awenet TCP / IP gant raktres ar C'hKykládes.
 
E 1973 e c'houlennas Kahn ouzh Vint Cerf (zo lesanvet tad an Internet a-wechoù) labourat gantañ rak Cerf a ouie ar munudoù da lakaat NCP war-sav. Skrivet e oa bet an teul kentañ o taveiñ da TCP gant Cerf e 1973 : A Partial Specification of an International Transmission Protocol. An TCP a oa bet spisaet evit ar wech kentañ e miz Kerzu 1974. An RFC 675 eo.
 
Gant doare kentañ TCP ne c'halled kehentiñ nemet dre sevelañ un amred galloudel. Mont a rae mat en-dro evit treuskas restroù pe evit labourat a-bell met ne oa ket azasaet ouzh arloadoù zo evel ar pellgomzerezh dre ar Genrouedad. TCP a voe disrannet neuze diouzh an IP hag an UDP kinniget evit an treuzkasadennoù hep savelañ un amred.
 
E dibenn ar bloavezhioù années 1980 e oa bet lakaet pemp kreizenn stlennelegezh dreistgalloudus gant an NSF (National Science Foundation), a oa dindan ar velestradurezh amerikan. Gallout a ra an implijerien kevreañ outo, ne vern pelec'h edont er Stadoù-Unanaet : Gallout a raed mont war an ARPANET a-vras. Le système rencontra un franc succès et, après la mise à niveau importante (matériels et lignes) à la fin des années 1980, s'ouvrit au trafic commercial au début des années 1990. Berzh a reas ar reizhiad ha, goude ma oa bet lakaet an dafar hag al linennoù a-live e dibenn ar bloavezhioù 1980, e oa bet digoret d'an tremenerezh kemwerzhel e deroù ar bloavezhioù 1980.
 
E deroù ar bloavezhioù 1990 e c'haller lavaret e oa bet ganet ar Genrouedad a anavezomp hiziv : ar web, un hollad pajennoù en HTML o veskañ skrid, liammoù, skeudennoù, a c'haller ennegañ dre un URL hag a c'haller diraez gant ar protokol HTTP. Ar standardoù, diorroet er CERN gant Tim Berners-Lee a dapas brud buan pa oa bet diorroet ar merdeer liesvedia Mosaic en NCSA gant Marc Andreessen hag Éric Bina.
 
E miz Genver 1992 e oa bet krouet an Internet Society (ISOC) gant ar pal brudañ ha kenurzhiañ an diorroadurioù war ar Genrouedad. Er bloavezh 1993 e oa bet krouet ar merdeer Web kentañ, a embrege ar skridoù hag ar skeudennoù. E-pad ar bloavezh-se e oa bet leuriet ur gompagnunezh gant National Science Foundation (NSF) evit enrollañ an anvioù domani.
 
== Gouarn ==
 
Insert HTML tags
«Previous
Next»
Pennad dre ar munud : Gouarn ar Genrouedad.
 
Hervez dielfennadur ar strollad labour diwar-benn gouarn ar Genrouedad, « Gouarn ar Genrouedad » a dalvez kement ha danzen hag arloañ pennaennoù, gant ar Stadoù, ar genad prevez hag ar gevredigezh keodedel da-geñver o rolloù a-getep, reolennoù, reoladoù, argerzhoù kemer divizoù ha programmoù boutin evit oberiañ an emdroadur hag an implij eus ar Genrouedad.
 
Pouezus eo ar marilhoù metaroadennoù evit sevel reolennoù an diraez d'ar danvezioù web a implij an Uniform Resource Identifiers (a c'hall bezañ an URL a ziskwel war barrenn verdeiñ an urzhiataer personel).
 
Un nebeud aozadurioù zo karget da verañ ar Genrouedad, gant gwirioù-dreist dibar. Kenlabourat a reont evit danzen ar standardoù tekinikel, reiñ anvioù domani, chomlec'hioù IP, h.a. :
 
* Internet Corporation for Assigned Names and Numbers (ICANN), sous la tutelle du Département du Commerce des États-Unis ; Internet Corporation for Assigned Names and Numbers (ICANN), dindan gwardoniezh Departament Kenwerzh ar Stadoù-Unanet ;
* Internet Engineering Task Force (IETF) a pled gant an neuzioù savouriel ha teknikel,
* Internet Society (ISOC).
 
Dans un but de maintenir ou d'élargir la neutralité des réseaux, mais aussi d'engager les diverses parties globales dans un dialogue sur le sujet de la gouvernance, les Nations unies ont convoqué : Gant ar pal derc'hel pe ledanaat neptuegezh ar rouedadoù, met ivez engouestlañ ar gengevratourien hollek a bep seur da gendivizout diwar-benn ar gouarn, ar Broadoù Unanet o deus galvet :
 
* Kuzuliadeg ar bed war kevredigezh ar c'helaouiñ ;
* Forom ar gouanrn war ar Genrouedad.
 
Merañ an danvezioù niverel zo ezhomm evit mont en-dro ar Genrouead, zo fiziet en Internet Assigned Numbers Authority (IANA), a zileuri dezverkañ ar bloc'hoù chomlec'hioù IP ha niverennoù Autonomous System d'ar marilhoù ar Genrouedad rannvroel.
[[Rummad:Internet]]