Diforc'hioù etre adstummoù "Internet"

5 065 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
(treiñ ur frazenn pe ziv)
 
Merañ an danvezioù niverel zo ezhomm evit mont en-dro ar Genrouead, zo fiziet en Internet Assigned Numbers Authority (IANA), a zileuri dezverkañ ar bloc'hoù chomlec'hioù IP ha niverennoù Autonomous System d'ar marilhoù ar Genrouedad rannvroel.
 
== Gwir ==
 
Broioù o strishaat ar moned war ar Genrouedad hervez Reporters sans frontières.
 
Gwir ar Genrouedad a vod an holl reolennoù ar gwir a c'ahller dedalvezout d'ar Genrouedad.
 
N'eus ket a wir dibar d'ar Genrouedad met lakaet e vez ar gwir boutin da dalvezout kentoc'h. Lezennoù broadel zo a vez lakaet da dalvezout gant ar broioù pa vez ezhomm da zerc'hel kont eus o dibardelezhioù - (da skouer, e Frañs : Lezenn evit ar fiziañs en armerzh niverel (LCEN) eus an 21 a viz Mezheven 2004).
 
Hervez Benjamin Bayart, difretour evit neptuegezh, ar rouedadoù ez eus bet kadarnaet gant ali ar C'huzul Bonreizhel, bet embannet d'an 10 a viz Mezheven 2009[notenn 1], "ez eo ar Genrouedad un dra ret evit arver ar frankiz ezteuler" [4].
 
Diaes eo lakaat ar gwir da dalvezout war ar Genrouedad evit daou abeg da nebeutañ :
 
1. Etrebroadel eo ar Genrouedad. Padal, ar gwir broadel a vez lakaet da dalvezout peurliesañ.
2. Diaes e vez anavezout an implijerien, gwarezet gant ar Genrouedad, met an dorfetourien ivez neuze.
 
Ar Genrouedad a laka an dud da sevel goulennoù diwar-benn ar gwir a denn d'ar berc'henniezh kerfredel (gwir aozer, gwir merkoù, h.a.), da wir ar c'hazetennoù hag an embannadurioù (torroù-lezenn, kujunennoù, gwallvrudañ, h.a.), gwir ar skeudennoù, met ivez d'ar gwir brudañ, ar gwir kenwerzhel abaoe diorroadur ar gwir kenwerzhel.
 
== Kevreadennoù evit an dud voutin ==
 
Evit monet war ar Genrouedad ez eus ezhomm da gaout un aveadur IP, hag ur c'hevreadur d'ur pourvezer monedoù. Evit an dra-se e vez implijet an dafaroùhag ar meziantoù amañ war-lerc'h :
 
* Un urzhiataer personel pe n'eus forzh peseurt aveadur termen all e penn ur rouedad :
o Skoazeller personel
o Letrin c'hoarioù video
o Pellgopmzer hezoug
* Ur ganol gehentiñ war-du ar pourvezoù monedoù :
o Luc'hedañv
o Linenn bellgomz diloc'h : linenn analogel, xDSL
o Linenn bellgomz hezoug : 3G+, 3G, Edge, GPRS, GSM (CSD)
o Ar Genrouedad dre loarell
o Wi-Fi
* Ur reizhiad (meziant/dafar) {o}arval evit ar protokol reizhiad implijet (PPP, PPPoX, Ethernet, ATM, h.a.)
* Ur pourvezer moned war ar Genrouedad(ISP) (ISP e saozneg a dalvez Internet Service Provider)
 
Meziantoù, a-hend-all, zo ezhomm evit korvoiñ ar Genrouedad hervez an implijoù a vez graet anezhi :
 
* Postelerezh : un arval SMTP ha POP (pe POP3) pe IMAP (pe IMAP4)
* Treuzkasoù restroù : un arval pe ur servijer FTP (File Transfert Protocol)
* World Wide Web : ur merdeer Web
* Par-ouzh-par : unan eus rouedadoù niverus P2P hervez an implij (rannañ restroù par-ouzh-par, Jediñ ingalet, P2P VoIP, h.a.)
 
== Protokoloù ==
 
Ar Genrouedad a ya en-dro hervez ur patrom dre wiskad, damheñvel ouzh ar patrom OSI. An elfennoù a aparchant d'an hevelep gwiskadoù a implij ur protokol kehentiñ evit eskemmañ titouroù.
 
Ur protokol zo un hollad reolennoù zo termenet ganto ur yezh evit lakaat meur a urzhiataer da gehentiñ an eil re gant ar re all. Termenet int gant reoladoù digor, an RFC.
 
Pep protokol en deus kargoù dezhañ e-unan hag, a-gevret, pourchas a reont doareoù a bep seurt da vastañ d'an ezhommoù lies ha diseurt war ar Genrouedad.
 
Ar re bennañ zo amañ war-lerc'h :
 
* IP (Internet Protocol), zo anvet IPv4 ivez : protokol rouedad a dermen an doare eskemmañ kentañ etre an urzhiataerioù a gemer perzh er rouedad en ur reiñ dezho ur chomlec'h hepken war ar rouedad.
o TCP : karget da savelañ ar c'hevreadur d'ar rouedad hag da gontrollañ an treuzkas. Ur protokol degemer eo a c'haller kaout fiziañ ennañ. Diogeliñ a ra ez eo ber resevet mat ar roadennoù gant an degemerer, er c'hontrol da UDP.
+ HTTP (HyperText Transfer Protocol) : protokol bet lakaet war-sav evit kargañ pajennoù web.
+ HTTPS : HTTP evit merdeiñ er mod suraet.
+ FTP (File Transfer Protocol) : protokol implijet evit treuzkas restroù war ar Genrouedad.
+ SMTP (Simple Mail Transfer Protocol) : mod eskemmañ ar postelerezh evit kas.
+ POP3 (Post Office Protocol doare 3) : mod eskemmañ ar postelerezh evit degemer.
+ IMAP (Internet Message Access Protocol) : ur mod eskemmañ all evit ar postelerezh.
+ IRC (Internet Relay Chat) : protokol divizout prim.
+ NNTP (Network News Transfer Protocol) : protokol treuzkas implijet evit ar foromoù divizout Usenet
+ SSL pe TLS : protokoloù treuzkasaet suraet, implijet evit ar paemantoù suraet dreist-hol
o UDP : gantañ a c'haller kehentiñ, en un doare n'eo ket fizius met skañv, dre datagrammoù bihan.
+ DNS (Domain Name System) : Reizhiad Anvioù Domani.
o ICMP (Internet Control Message Protocol) : protokol kontrollañ protokol IP.
 
Goude diviadur ar chomlec'hioù IPv4 e oa bet diorroet ar protokol IPv6. Hemañ en deus ur egorenn bras-divent a chomlec'hioù.
 
Daoust ma rank an treuzkas etre daou boent chom dizalc'h, ar routaerioù a rank gallout eskemmañ titourioù routa. Un IGP (Interior Gateway Protocol) hag un EGP (Exterior Gateway Protocol) evel BGP (Border Gateway Protocol) a vast d'an ezhomm-se.
[[Rummad:Internet]]
 
428

modifications