Arunachal Pradesh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D [r2.6.4] Robot ouzhpennet: fj:Arunachal Pradesh
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Arunachal Pradesh''' (अरुणाचल प्रदेश en [[hindieg]], distaget [ʌruˈɳɑːʧʌl prʌˈdeːɕ]) zo unan eus stadoù [[India]], e biz ar vro, e-harz ar menezioù [[Himalaya]]. [[Itanagar]] eo kêr-benn ar stad. En-dro da Arunachal Pradesh emañ stad [[Asam]] er c’hreisteiz ha [[Nagaland]] er gevred. Er c’hornôg emañ [[Bhoutan]], en hanternoz [[Tibet]] (Sina) hag er reter emañ [[Myanmar]] (Birmania).
 
Arunachal Pradesh és una de les dues regions en disputa entre Embann a ra [[Republik Pobl Sina]] e tlefe Arunachal Pradesh bezañ en he dalc’h, dre ma vefe un tamm eus Tibet.
 
Un tamm eus stad [[Asam]] e oa Arunachal Pradesh betek ar bloavezh [[1987]]. Talvezout a ra an anv Arunachal Pradesh kement ha ''"bro ar sav-heol"''.
 
Meur a zek yezh disheñvel a vez komzet en Arunachal Pradesh, an darn vrasañ anezho o vezañ eus familh ar [[yezhoù tibetek-burmek]]. E-touez annezidi ar stad e kaver meur a gumuniezh sevenadurel : an darn vrasañ eus an dud zo Tibetiz a-fet sevenadur hag ul lodenn anezho zo repuidi eus Tibet ; kalz a dud genidik eus lec’hioù all en India hag eus [[Bangladesh]] a gaver ivez.