Alfonso Iañ d'Este : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: ru:Альфонсо I д’Эсте; Kemm dister
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20:
E-pad brezel ar C'hevre Santel e reas emglev gant Bro-C'hall, ha gant e ganolioù brudet e kemeras perzh en [[emgann Ravenna]] e 1512 hag en trec'h.
 
Netra avat ne c'hounezas en afer, nemet disammet e voe eus an eskumunugenn. Koll a reas zoken, pa voe aloubet [[Reggio d'Emilia]] gant dug [[Urbino]] (1512), hag heñvel gant [[Garfagnana]] skrapet gant aotrouien [[Lucques]].
 
Adkemer a reas Reggio pa varvas ar pab [[Adrian VI]] (1523), ha Modena (1527) pa reas emglev gant an impalaeriezh , da'r mare ma oa bec'h etre Karl V hag ar pab [[Clément VII]]. En em glevout a reas adarre gant ar C'hallaoued e 1528, met darbet e voe dezhañ koll pep tra gant [[Peoc'h Cambrai]] e 1529. C'hoari fin a reas ha tommaat a reas ouzh [[Karl V]] en-dro ma voe anavezet e wirioù gant an impalaer war Reggio ha Modena en 1530, pa ne felle ket d'ar pab mont betek ober kemend-all.