Pedro Calderón de la Barca : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
soudard ivez, a gredan
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
Etre 1620 ha 1622 e c´hounezas Calderón meur a briz barzhoniezh en enor Sant Izidor e Madrid. E bezh-c´hoari kentañ a voe ''Amor, honor y poder'', c´hoariet d´an 29 a viz Even 1623. Da heul e teuas daou bezh all er memes bloaz: ''La selva confusa'' ha ''Los Macabeos''. A-hed an daou zekved da heul e skrivas Calderón ouzhpenn 70 pezh-c´hoari, an darn vrasañ anezho o vezañ dramaoù skrivet evit ar c´hoarivaoù kenwerzhel.
 
Hervez unan eus e vuhezskridourien, [[Vera Tassis]], e servijas Calderón e arme Spagn en [[Italia]] ha [[Flandrez]] etre 1625 ha 1635; met prouiñ a ra meur a zave, er c´hontrol, e oa bet Calderón o chom e Madrid e-pad ar bloavezhioù-se. E 1629 e voe goustilhet unan eus e vreudeur gant un aktour hag a dec'has kuit d'ur gouent; Calderón, asambles gant ur breur all hag un nebeud ofiserien, a yeas tre er gouent ha klask tapout an torfeder. (Unan eus ar seurezed a oa dre zegouezh merc'h an dramaour [[Lope de Vega]].) Ar prezeger anavezet [[Hortensio Félix Paravicino]], a ziskuilhas obererezh Calderón en ur sarmon prezeget dirak actions in a sermon preached before [[Fulup IV Spagn]]; respont a reas Calderón en ur lakaat e-barzh ''El príncipe constante'' ur meneg goapaüs eus sarmon Paravicino. Harzet e voe Calderón e-pad tri devezh en e di, ha ret e voe dezhañ lemel ar meneg goapaüs diwar ar pezh-c'hoari.
 
Pa varvas [[Félix Lope de Vega]] e 1635 e oa bet anavezet Calderón evel dramaour gwellañ Spagn ar mare. E 1636-1637 e voe roet dezhañ urzh Santiago gant Fulup IV, hag en doa urzhiet digantañ un heuliad pezhioù evit ar c'hoariva roueel e palez ar [[Buen Retiro]].
 
D'an 28 a viz Mae 1640 e kemeras perzh e kampagn Katalogna. Abalamour d'e yec'hed o fallaat e kuitaas an arme e miz Du 1642, ha tri bloaz war-lerc'h e voe roet dezhañ ul leve ispisial evit ar soudarded, da drugarekaat e servijoù war ar maez.
 
Nebeut anavezet eo e vuhez er bloavezhioù diwezhañ. E vreur Diego Calderón a varvas e 1647. Ganet e voe ur mab, Pedro José, da gCalderón ha d'ur vaouez dianav etre 1647 ha 1649; ar vamm a varvas nebeut da c'houde. Lakaat a reas Calderón e vab da eveshaat e niz, José, mab d'e vreur Diego. Beleget e voe Calderón e 1651, ha labourat a reas e [[San Salvador]] e Madrid. War a seblant e tivizas paouez da skrivañ pezhioù-c'hoari evit ar c'hoarivaoù kenwerzhel.
 
==Un nebeud oberennoù==