Iliz Bro-Saoz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Iliz bro-Saoz''' a zo un iliz kristen krouet er c'hwezekvet kantved gant ar roue a [[Bro-Saoz | vro-Saoz]] [[Herri VIII]] a-c'houde e volontez dispartiañ diouzh [[Roma]] hag ar [[Pab]]. An iliz-se a zo izili anezhi e kement bro a veze melestret gant ar vro-Saoz, kenkoulz en [[Amerika]] hag en [[Afrika]].
 
[[File:Canterbury Cathedral - Portal Nave Cross-spire.jpeg|thumb|left| Iliz-veur Canterbury a zo kreizenn a-bouez-brasañ an Iliz bro-Saoz hag an ilizoù anglikan]] E gwirionez, n'eo ket prop-tre ober "Iliz bro-Saoz" ouzh an holl ilizoù-se peogwir e vez ar re-se oc'h ober war-dro o aferioù dezho o-unan. Bodet int, avat, er [[KomunionIliz Anglikan | GomunionGumuniezh Anglikan]] e-menn e kemer perzh Iliz bro-Saoz hag ar primad anezhi, an aotrou 'n eskob a gCanterbury. An eskob-se en deus ur bouez ispisial o vezañ m'emañ ur primad, met n'eo ket penn an Ilizoù evel m'emañ ar Pab evit an [[Iliz Katolik Roman]]. An holl ilizoù a vez a-gerzh e komunion an eil gant eben evit ar pezh a sell an doktrin hag ar sakramantoù. Ur 77 milion bennak a dud a zo enno hiziv an deiz.
 
An ilizoù anglikan a vez e penn anezho un eskob. Ober a reont "katolik" ha "reformet" anezho. Int a vez sellet outo evel ur seurt iliz etre an Iliz Katolik hag ar [[Protestantiezh | Brotestantiezh]]. En em ginnig a reont evel katolik abalamour d'an [[Hengoun]] hag hêrezh an Ebestel. Nac'het eo ar berzh-mañ dezho gant an Iliz Katolik avat : al lizher ''Apostolicae Curae'', embannet gant ar Pab [[Leon XIII]], a nagenn gwiriegezh belegiñ an eskibien anglikan.