Iliz Bro-Saoz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
[[File:Canterbury Cathedral - Portal Nave Cross-spire.jpeg|thumb|left| Iliz-veur Canterbury a zo kreizenn a-bouez-brasañ an Iliz bro-Saoz hag an ilizoù anglikan]] E gwirionez, n'eo ket prop-tre ober "Iliz bro-Saoz" ouzh an holl ilizoù-se peogwir e vez ar re-se oc'h ober war-dro o aferioù dezho o-unan. Bodet int, avat, er [[Iliz anglikan | Gumuniezh Anglikan]] e-menn e kemer perzh Iliz bro-Saoz hag ar primad anezhi, an aotrou 'n eskob a gCanterbury. An eskob-se en deus ur bouez ispisial o vezañ m'emañ ur primad, met n'eo ket penn an Ilizoù evel m'emañ ar Pab evit an [[Iliz Katolik Roman]]. An holl ilizoù a vez a-gerzh e komunion an eil gant eben evit ar pezh a sell an doktrin hag ar sakramantoù. Ur 77 milion bennak a dud a zo enno hiziv an deiz.
 
An ilizoù anglikan a vez e penn anezho un eskob. Ober a reont "katolik" ha "reformetdisrannet" anezho. Int a vez sellet outo evel ur seurt iliz etre an Iliz Katolik hag ar [[Protestantiezh | Brotestantiezh]]. En em ginnig a reont evel katolik abalamour d'an [[Hengoun]] hag hêrezh an Ebestel. Nac'het eo ar berzh-mañ dezho gant an Iliz Katolik avat : al lizher ''Apostolicae Curae'', embannet gant ar Pab [[Leon XIII]], a nagenn gwiriegezh belegiñ an eskibien anglikan.
 
"ReformetDisrannet" a reont outo abalamour da mennozhioù nevez kinniget gant an ilizoù protestant, e-keñver frankiz an dud hag ar [[ritual]] da skouer, hag a zo bet jaojet gant Iliz bro-Saoz.
 
Daoust ma veze sellet ouzh an div vammenn-se e-giz ar pezh a ra dibarelezh an ilizioù anglikan, ar gomunion a zo lakaet diaes gant traoù 'zo liammet da [[Belegiñ ar Maouezed]], an doare da welet an [[heñvelreizh]] pe an [[divors]] abaoe fin an ugentvet kantved.
 
== Istor ==
 
Krouet oa bet an Iliz Bro-Saoz gant ''Act of Supremacy'' (E c'hellfed treiñ "Skrid Dreistbeli) embannet gant roue Bro-Saoz Herri VIII e 1534, da heul nac'hadenn ar pab [[Klemañs VII (pab)|Klemañs VII]] da derriñ e briedelezh gant [[Katell Aragon]]. Ar skrid-se a embann disrann Iliz Bro-Saoz diouzh an Iliz. Da vare ren Herri VIII ne voe diforc'h ebet a-fet aozadur ha kelennadurezh gant honnezh. An urzhaz katolik a zeuas da vezañ re Iliz Bro-Saoz, e-keñver an eskopti, ar parrezioù.
 
E-pad ren warlerc'hiad Herri VIII, [[Edouarzh VI (Bro-Saoz)|Edouarzh VI]] (1547-1553) e krogas Iliz Bro-Saoz d'en em ziforc'hañ diouzh an Iliz Roma a-fet kelennadurezh.
 
E-pad ren [[Mari I Tudur (Bro-Saoz)|Mari I Tudur]] (1553-1558) ez adstagas Iliz Bro-Saoz ouzh honnezh.
 
Disrannet e voe adarre, da vat er wezh-mañ, an Iliz anglikan diouzh an Iliz gant ren [[Elesbed Iañ (Bro-Saoz)|Elesbed Iañ]] (1558-1603).
 
E-pad diktatouriezh [[Oliver Cromwell]] (1649-1658) ha dreistbeli an [[Ilizioù digemplegour e Bro-Saoz|digemplegourion]] [[Puritanouriezh (Bro-Saoz)|puritan]] e voe freuzet an urzhaz anglikan, adsavet gant Adsavidigezh an Unpenniezh ha [[Charlez II (Bro-Saoz)|Charlez II]] e 1660 avat.
 
Gant [[Skrid Gougemerusted 1689]] e voe aotreet an [[Ilizioù protestant e Breizh-Veur kevezer ouzh an Iliz anglikan|disrannidi]] da bleustriñ didrabas o relijion. An Anglikaned hepken a chome ar gwir geodedidi nemeto avat.
 
E 1828 e tizhas a-benn ar fin an disrannidi o [[Rezidigezh (relijion, Rouantelezh-Unanet|rezidigezh]], heuliet gant an Iliz katolik e 1829.
 
E 1833 e voe savet, e diabarzh luskad ''saoz-katolik'' (mennet da heñvelaat ar muiañ ma c'halled an Iliz anglikan ouzh an [[Iliz katolik roman]]) an Iliz anglikan, [[Emsav Oxford]], en-dro da [[Edward Bouverie Pusey|Edward Pusey]] pergen, mennet da neveziñ an Iliz anglikan. Unan eus e renerion, [[John Henry Newman|John Newman]], a zeuas betek ebarzhiñ an [[Iliz katolik e Bro-Saoz ha Kembre|Iliz katolik]] zoken.
 
Adalek eil lodenn an XIXvet kantved e savas ar goulenn da embann [[Digefridieladur (relijion, Rouantelezh-Unanaet)|digefrieladur]] an Iliz anglikan el lodenn-mañ-lodenn eus ar [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon]], pezh a voe sevenet e [[Iwerzhon]] e 1869 hag e [[Kembre]] etre 1914 ha 1920, ha a c'houlenn hiziv an deiz, e [[Kernev-Veur]], al luskad [[Fry an Spyrys]] (''Dieub ar Spered''), o sevel evel-se, gant [[Iliz eskoptiel Skos]], ar '''Gumuniezh anglikan'''.