Iliz Bro-Saoz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19:
E-pad diktatouriezh [[Oliver Cromwell]] (1649-1658) ha dreistbeli an [[Ilizioù digemplegour e Bro-Saoz|digemplegourion]] [[Puritanouriezh (Bro-Saoz)|puritan]] e voe freuzet an urzhaz anglikan, adsavet gant Adsavidigezh an Unpenniezh ha [[Charlez II (Bro-Saoz)|Charlez II]] e 1660. Gant [[Skrid Gougemerusted 1689]] e voe aotreet an [[Ilizioù protestant e Breizh-Veur kevezer ouzh an Iliz anglikan|disrannidi]] da bleustriñ didrabas o relijion. An Anglikaned hepken a chome ar gwir geodedidi nemeto avat. E 1828 e tizhas a-benn ar fin an disrannidi o [[Rezidigezh (relijion, Rouantelezh-Unanet|rezidigezh]]. War o heul ez eas an Iliz katolik e 1829.
 
[[ImageFile:Dioceses of the CofE.png|250px|left| Iliz Bro-Saoz]]E 1833 e voe savet, e diabarzh luskad ''saoz-katolik''. Ar pal anezhi a oa heñvelaat ar muiañ ma c'halled an Iliz Anglikan ouzh an Iliz Katolik. En-dro da [[Edward Bouverie Pusey|Edward Pusey]] pergen, ur strollad anglikan saoz a oa o fal neveziñ Iliz Bro-Saoz. Unan eus renerion ar strollad-se, [[John Henry Newman|John Newman]], a zeuas betek ebarzhiñ an [[Iliz katolik e Bro-Saoz ha Kembre]] zoken.
 
Adalek eil lodenn an naontekvet kantved e savas ar goulenn da embann [[Digefridieladur (relijion, Rouantelezh-Unanaet)|digefrieladur]] an Iliz Anglikan el lodenn-mañ-lodenn eus ar [[Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon | Rouantelezh Unanet]], pezh a voe sevenet e [[Iwerzhon]] e 1869 hag e [[Kembre]] etre 1914 ha 1920, ha a c'houlenn hiziv an deiz, e [[Kernev-Veur]], al luskad [[Fry an Spyrys]] (''Dieub ar Spered''), o sevel evel-se, gant [[Iliz eskoptiel Skos]], ar Gumuniezh anglikan.