Doue an Tad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Doue an Tad''' a zo unan eus tri ferson [[An Dreinded]] gant [[Doue ar Mab]] ha [[Doue ar Spered Santel]].
 
En ur bern relijionoù e vez roet d'an Doue nemetañ anv an Tad. E relijionoù lies doue 'zo an doue galloudusañ a vez diskouezet evel tad an doueed all. E-barzh an [[Olimpos da skouer]], an doue [[Zeus]] a zo tad an doueed all.
[[File:Schnorr von Carolsfeld Bibel in Bildern 1860 001.png|thumb|300px|left| Skeudenn Doue an Tad hervez [[Julius Schnorr von Carolsfeld|Julius Schnorr]], 1860.]]En ur bern relijionoù e vez roet d'an Doue nemetañ anv an Tad.
 
Diorren a reas relijion ar Yuzevien anv an Tad evit Yahveh abalamour d'ear pezh en deus krouet -E grouidigezh- hag ar fed e vefe Yahveh tad an Israel, da lavaret eo Tad Pobl Doue.
 
[[Jezuz Krist]] a boueze e gelennadurezh war fed e vefe perzh bezañ Tad an dra a-bouez-brasañ gant karantez Doue evit kompren an aotrou Doue. An dra-se a zo a-bouez-bras er Gristeniezh rak Jezuz a vefe mab an Tad hag an denelezh a-bezh gantañ. Diorroet e vo tadelezh Doue en [[teologiezh|deologiezh]] kristen en ur zisplegañ e vez kement den a zo war an douar mab an aotrou Doue evel ma ziskouez deomp ar bedenn "[[Hon Tad|Pater Noster]]" (Hon Tad) an anv anezhi.
 
[[File:Schnorr von Carolsfeld Bibel in Bildern 1860 001.png|thumb|300px|left| Skeudenn Doue an Tad hervez [[Julius Schnorr von Carolsfeld|Julius Schnorr]], 1860.]]Peurliesañ, anv an Tad a sinifi hennezh a vez orin ar c'hrouadurioù, an hini a zo dreist pep tra, an aotrouniezh holl-c'halloudeg hag un diwaller war un dro. Ouzhpenn-se, Doue an Tad a zo sellet outañ evel ur boud divent, hollc'halloudek, hollouiziek, holl-vezant a vez ken didermen e c'halloud hag e garantez. Hervez teologiezh ar Gristenien,ar mab-den ne c'hell ket kompren Doue an Tad ez klok . Da skouer, pa oa o paouez skrivañ e ''Summa Theologica'', sant Thomas Akin e glozas en ur embann n'he doa ket komprenet Doue an Tad c'hoazh.
 
[[ar:الله الآب]]