Doue an Tad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Diorren a reas relijion ar Yuzevien anv an Tad evit Yahveh abalamour d'ar pezh en deus krouet -E grouidigezh- hag ar fed e vefe Yahveh tad an Israel, da lavaret eo Tad Pobl Doue.
 
[[File:Schnorr von Carolsfeld Bibel in Bildern 1860 001.png|thumb|275px|left| Skeudenn Doue an Tad hervez [[Julius Schnorr von Carolsfeld|Julius Schnorr]], 1860.]][[Jezuz Krist]] a boueze e gelennadurezh war fed e vefe perzh bezañ Tad an dra a-bouez-brasañ gant karantez Doue evit kompren an aotrou Doue. An dra-se a zo a-bouez-bras er Gristeniezh rak Jezuz a vefe mab an Tad hag an denelezh a-bezh gantañ. Diorroet e vo tadelezh Doue en [[teologiezh|deologiezh]] kristen en ur zisplegañ e vez kement den a zo war an douar mab an aotrou Doue evel ma ziskouez deomp ar bedenn "[[Pater noster]]" (Hon Tad) an anv anezhi.
 
[[File:Schnorr von Carolsfeld Bibel in Bildern 1860 001.png|thumb|250px|left| Skeudenn Doue an Tad hervez [[Julius Schnorr von Carolsfeld|Julius Schnorr]], 1860.]]Peurliesañ, anv an Tad a sinifi hennezh a vez orin ar c'hrouadurioù, an hini a zo dreist pep tra, an aotrouniezh holl-c'halloudeg hag un diwaller war un dro. Ouzhpenn-se, Doue an Tad a zo sellet outañ evel ur boud divent, hollc'halloudek, hollouiziek, holl-vezant a vez ken didermen e c'halloud hag e garantez. Hervez teologiezh ar Gristenien,ar mab-den ne c'hell ket kompren Doue an Tad ez klok . Da skouer, pa oa o paouez skrivañ e ''Summa Theologica'', [[Tomaz Akwino|sant Tomaz Akwino]] e glozas en ur embann n'en doa ket komprenet Doue an Tad c'hoazh.
 
An doare da ginnig Doue en arzhoù -difennet groñs gant ar [[yuzevegezh]] kentañ- a vo muioc'h-mui diorroet dre al livaj hag ar gizellerezh. Doue an Tad a vo kinniget e doareoù disheñvel an eil diouzh egile : evel ul luc'h pe evel un den deuet en oad gant ur barv gwenn. Diazezet eo an doareoù-se war testennoù ar [[Bibl]].