Doue an Tad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
 
An holl avielerien ne seblantont ket reiñ ar memes pouez da dadelezh an aotrou Doue : pemp gwezh nemetken e vez graet anv anezhi en Aviel hervez sant Mark. An Aviel hervez sant Luk a ra anv anezhi nemet e bugaleaj Jezuz hag en e [[Pasion vras|Basion vras]]. Anv a zo bet graet eus tadelezh Doue e-pad parabolenn ar mab prodig memes tra. Skridoù sant Yann an avieler eo a ro ur plas bras da dadelezh an aotrou Doue : c'hwezek gwezh e ra anv anezhi en e ziv lizher. E-barzh an aviel hervez sant Yann, an tadelezh a zo ur mennozh diorroet ken-ha-ken, livet eo-hi evel ur gwir adopsion a laka an holl-Gristenien da gemer lod enni, dre ar badeziant ha Jezuz, evit ur ganedigezh nevez hag a zigor anezho da Zoue an Tad.
 
Tadelezh an aotrou Doue a zo sevenet-tre er bedenn "Hon Tad". Kelennet a zo bet ar bedenn-mañ d'an diskibien digant Jezuz. E-serr ober an dra-se, diskouez a rae pegen a-bouez-bras eo an tadelezh evit gouzout e vez an aotrou Doue ur boud a zo un dreinded.
 
===Diskouezadeg===